Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
KENTOC’H MERVEL !


SAÏK

Ya da ! Ha mar kirit, ma ra ze plijadur d’eoc’h, ez an d’he dibuna dirazoc’h en he hed.

FANCH

Kan anezi ’ta, paotr. An ton, brao bras war va meno, am eus bet klevet n’ouzon mui e peleac’h.

SAÏK a gan

O kristenien, pegen nec’hus
Eo gwelet beleien Jezuz,
Evel gwallerien distaolet.
Darn harluet, darn-all bac’hiet !
 
E-barz Bro C’hall ne weler ken
Nemet dre zarvoud beleien ;
Dibaot eo an oferennou.
Dibaot eo ar zakramantchou.


GWENOLE (a dosta ouz ar paotr).

Gortoz ’ta, Saïk, ma kanin ganez, me oar an ton-ze ive : hini Seziz Gwengamp eo.

SAÏK

Sell, Gwenole, ama oun en em gavet !


O daou

Ne glever prezegen ebet,
N’eus na mision, na retred:
Allaz ! Allaz ! petra reomp-ni ?
Gant hon morc’hed ne c’hellomp mui.

Kroaziou skedus a aour melen,
Ha kroaziou kaer a arc’hant gwenn,
Kleuzeuriou, ezansouerou,
Holl o c’haser d’an « Distrigou ».