Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —
YANN
Selaou, ni ya da ober eun dro war ar mor, ha mar kerez, warc’hoaz vintin e kavi ar frankiz.
ARZUR
E kavin ar frankiz, a livirit ?… hag ar chadennou-ma !…
YANN
Deus ganen ! (Sevel a reont er vag ; kurun er pellder. — O c’hoarzin). A ! a ! a ! krog on ennout ’velkent ! Lavaret em boa d’it e c’hallje ar bleiz dispenn an danvad.
(Ar vag a bella en tu deou ; gant sklerder eul luc’heden
e weler Yann o skei gant e gleze war Arzur, en eur lezel
youchadennou a gounnar ; klemmou Arzur : — ne weler
mui netra.)
TRIZEKVET DIVIZ
AR BARZ semplet, FILIP-AOGUT, LOIZ a VRO-C’HALL, HERVE, EUD, DIJENTILED GALL ha BREIZAD, tud a vrezel, marc’heien, ha daou zoner trompilh.
(Klevet a reer son an trompilhou, hag e weler Filip-Aogust
hag e gompagnunez o tigouezout.)
LOIZ A VRO-C’HALL
Kalon, va mignoned ! an trubard na dle ket beza pell.