Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —


FILIP

Ama eo prizoniet Arzur. Petra welan ? eun den glazet, maro marteze !… (Marc’heien a ya da gaout ar barz a zav anezan hag a zell outan.)

EUR MARC’HEG

Aotrou, tenna ra c’hoaz e alan, glazet eo hepken.

AR BARZ, o kaout adarre e anaoudegez.

E pe leac’h emaon ? A ! aotrou roue, re zivezad eo !… Ar bleiz an deus dispennet an oan !…

FILIP

Petra lavar !…

AR BARZ, o sevel a-nebeudou.

Ya, aotrou, Yann-Dileve an deus skoet e niz… Arzur a zo maro !…

FILIP

Dre zant Denez ! Red eo mont war-lerc’h an torfetour hag e zigas ama beo pe varo ! (Tud a vrezel a ya kuit dre an tu deou).

PEVARZEKVET DIVIZ
An hevelep re, LAOU a REIER (o tont dre gleiz, er penn pella gwisket e perc’hirin ha banniel Breiz gantan.)


A REIER, oc’h en em dreina gant poan, a deu dre gleiz.

A ! aotrou Roue ! me eo ar penn-abeg eus maro Arzur ! me eo em eus e lakeat etre daouarn e wallgaser ! Va mal-