Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/141

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —


ARZUR

A-walc’h, Lyonnel ! bugel kez ! ne fell ket d’in en em golfes ganen… D’in-me eo da vervel.

LYONNEL

Nan, d’in-me eo !

ARZUR

Hubert, ho mab a vevo ; en em rezolvet on.

LYONNEL

Arzur, ne fell ket d’in tamm ebet ! Ha c’houi, va zad, p’eo gwir eo kalet ho kalon evel ar mean, me a lavar d’eoc’h ar wirionez : ma rit eur gammed evit mont kwit, gwaz a ze ! me ’n em daolo er-meaz dre ar prenestr-ma.

HUBERT, ARZUR

A !

ARZUR, o kregi e Lyonnel.

D’am zro, Lyonnel, me na fell ket d’in.

LYONNEL, oc’h en em jacha.

Lez ac’hanon ! Lez ac’hanon !

HUBERT

O ! n’on mui evit padout ! re eo kement-ma !

LYONNEL

A ! va zad, c’houi a zaveteo e vuez da Arzur !

HUBERT

Petra da ober ?