Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

kaer kaez, ha benniget ra vezo an eur ma vezin en he c’hichenn. (Frotta ra e zaouarn en eur c’hoarzin.)

Lan

(O skuba tro-dro da Fanch.) Nag a ardou a zo ganez en ti-mañ. (O skuba boutou Fanch.)

Fanch

Diwall ’ta te mec’hiek da boultrenna d’in va bragou brao, bragez-eureud va zad-koz, Doue r’e bardono !

Lan

(O frota ar valaen ouz keïn Fanch.) Me da zesko, lanfre, da zont aman da glask peadra da frikota diwar goust eur vaouez.

Fanch (gouestad da Viel)

Kavout a ra d’ it em bezo da c’hoar, Biel ?


————


III DIVIZ
AN HEVELEP RE HA MARTIN OUSPENN


Martin (gwisket kaer)

Demat d’eoc’h holl en ti-mañ !

Per

Ha d’eoc’h, aotrou skolaer, bennoz Doue.

Martin

Setu me deuet d’ho kwelet, hervez m’ho poa d’in disul gourc’hemennet. — Hag a nevez gand Agnez ?