Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


Fanch (oc’h ober daoulagad bras da Vartin)

Daoust hag heman, ar born pikez-mañ a ve deuet ive da c’houlenn ar verc’h ? Neuze emaoun brao ganti, rag ar merc’hed a zo sot-pitillh gant pôtred ar c’houarnamant.

Biel

Peoc’h en toull-ze, Fanch, pa lavaran. Petra ? Piou eo ar mestr amañ ?

Per

Komzet em eus gant va merc’h diwar ho penn, aotrou Martin, hag e deus roet d’in ar respont a c’hortozen klevout ganti. — Ar c’houarnamant ne vir ket ouzoc’h a-grenn da ober ho teveriou a gristen ?

Martin

Gwir eo ; met pa reomp an deveriou-ze e vezomp gwelet fall gantan. — Lavaret a ran d’eoc’h didortilh e lezin kabestr gant Agnez da vont d’an ofisou, mar plij ganti mont. Ha neuze, yaouank oun, ha n’eo tamm ebet ret d’in evit kaout bara chom da ober eur mestr-skol dibater. Rak-se e touan dirazoc’h, dal ma vezo unanet va buhez gant hini ho merc’h e troïn keïn da skoliou ar c’houarnamant evit beza eur mestr-skol kristen. N’eo ket maro mik ar feiz em c’halon hag ho merc’h a ouezo c’houeza hag entana ar c’hlaouen-ze a feiz gant tan ar garantez.

Per

Aotrou, ho komzou a gavan kaer ha sonjal a ran zoken e teuont eus eus goueled ho kalon. Ya ! Kaer e ve ho kwelet o tizrei ouz Doue ho padiziant hag eürus e vefen o welet va merc’h o sikour ober ar burzud-se en ho kenver. — Azezit atao aze e kichen Fanch da c’hortoz Agnez.