Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —


Per

Kerkent ha m’he deus da glevet o vlejal ez eo aet da guzat gand ar vez he devoa ouz da glevout.

Fanch (a furch, a zigor an doriou en eur lavaret)

Agnez ! Agnez ! deus aman ’ta da welout da volomig gand e dog kern uhel ! E pelec’h emout ’ta, va c’harantez ?

(O skrabat e benn e teu kreiz al leurenn.)

Marteze e sonj d’ezi me a oa eun druilhen bennak !… Ha m’ he dije va gwelet gand an dilhad kaer-mañ, an tok kern uhel-man, sur oun e dije c’hoarzet ouzin, rak me a zo eur pôtr brao c’hoaz, ententit ganen ! O va Doue, Agnez ! Agnez !… deus ’ta hag e vezi eürus em serr !… hag e pezo kouignou, chakola. (Diskouez a ra eur zac’had madigou.)

Biel

Ro peb a gouign d’eomp da vihana ! lemmer daonet.

Fanch

Ar re-man zo d’am dousig. (Mont a ra da c’hervel Agnez, hag an tri all a laer peb a gouign diwar an daol.) E pelec’h emout ’ta, Agnez ! Aman ez eus traou mat evidout, prenet d’it gant da zousig ! (Krial a ra a bouez e benn.) Agnez ! Agnez ! Deus ’ta buan da welet va zok kern uhel ! C’hoarzin a ri pa weli.

Biel

Alo ! lemmer, deus amañ da azeza war ar gador-mañ, da c’hortoz Agnez da zont diouz ar gousperou.

Fanch

(O vont da azeza :) Ouzit-te e sentin ato, va breur--