Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


E peleac’h emaout ’ta, va dousig koant !… Ah ! Aet out da guzet ouzin, kanfartez !… Oh ! me az kavo, bez dinec’h !…

Per

Petra zo ? Petra zo ’ta, Olier ?

Olier

Ah ! Ah ! C’houi zo aman, Per ? N’ho kwelen ket !…

Lan (o treï ouz an dud)

Mezo dall put eo, va zud keïz !…

Olier

Me, mezo, Lanig ? Evelato ne garfes ket !… N’out ket yac’h awalc’h, evelkent !… N’as peus ket klevet lavaret ez oun berwelet ?

Biel

Eo ! Eo !… Ya ! Ya ! Sklear eo ez out berwelet hag a gorf,… hag a spered.

Per

Ha petra glaskez en doare m’emaout, Olier ?

Olier (an hik gantan)

Oh ! Per, (hog) ne glaskan netra (hog) nemet va dousig (hog). Agn (hog) Agnez.

Per

Hag ec’h eus kredet dont en doare-ze da c’houlenn eur vaouez ? Petra ! Pe fur, pe zod out, pôtr kêz.

Lan (o kregi en Olier)

Kerz er-maez ’ta, lanfre !