Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


Olier

Me !… mont er-maez (hog) ganez te !… Oh ! n’em eus ket (hog) klevet lavaret (hog), Lan goz !

Per (krog e breac’h Olier, her c’has a nebeudou war-zu an nor)

Kerz da ober eur c’housk, Olier, — ha disul kenta goude ar gousperou deus aman adarre da ober da c’houlenn. Arabad e vezo d’it avat dont gand eur c’henou glapez, evel az peus hirio, pe ez out sur da dapa da zac’h.

Olier

Deuet oun hirio da c’hou (hog) da c’houlenn ho merc’h Agn (hog) Agnez diganeoc’h, tonton Per (hog). Keuz am eus da veza evet keinent hag em eus graet ! (hog) — Met, c’houi Per, a zo eun den mat, he me zo (hog) gwelloc’h c’hoaz ! — Me a c’hounit 800 lur ar miz (hog)… ha bevet ha fresket, hein ! tonton Per !

Per

D’it-te e vezo va merc’h, pôtr. Deus disul d’he goulenn.

Olier

Ya ! Ket ’ta, tonton Per, roït (hog) daou bok d’in !

Per

Disul !… Disul, Olier. Sent ouzin, ha kerz da aveli da benn.

Biel (a vunt Olier er-maez)

C’houez ar boeson breïn a zo gantan, m’hen tou ! ha fleria ra treuz nao bac’had dioutan. — Foei ! eur vez eo ! Evit hennez, da vihana, ne lakay ket ken e dreid en ti-mañ pa vezin-me e-barz.