Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

darempredet. — He anaout a ran abaoue ma ’z eus anezi kouls lavaret, ha poaniet em eus kalz evit kaout ar blijadur da veza eun deiz he fried, da rei d’ezi va c’halon ha va buhez. — Ha setu ’ta, ma ve ho madelez livirit d’in hirio ho ker diweza ; lakit esperanz em c’halon hag ar peurrest a vezo graet hep dale.

Per

Agnez n’eman ket hirio er gêr, ha diaes e kavan war ho sikour, Joz kêz. — Met red eo d’in araok rei va asant klevet ali va merc’h… — Deuit ’ta disul kenta dioustu goude ar gousperou da glevout ar c’helou a ray plijadur d’eoc’h, ha d’eomp holl, emichans.

Job (tenval e benn)

A dra zûr, e vijen bet laouennoc’h o vont eus an ti-mañ ma vije bet va dousig er gêr ha m’em bije gallet lavaret d’ezi daou pe dri c’herig a garantez… Met, pa n’hellan ket kaout ar blijadur-ze hirio, eo red d’in lavaret d’eoc’h : Kenavo disul. (Mont ar er-maez.)

Biel (outan e-unan)

Kenavo ’ta, frikoter ! (o trei ouz an dud). — Evit hennez, da vihana, a zo sûr eus e zac’h, ha pa ne ve nemedon-me d’hen reï d’ezan !… Laza rafe va c’hoar d’in.


————


IV DIVIZ
PER, BIEL, LAN, OLIER ROBEL


Olier a deu en eur gana n’eus fors war be seurt ton :

J’aime la fille la plus belle du canton !!!

En eur zigouezout e ra salud ar zoudarded, hag en eur furchal dre holl, e c’houlenn :