Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar mezvier, 1923.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 416 —


— Va Doue ! a zonje Trifina, monet a rafen awalc’h da c’houlenn termen, met buhan e teufor da skuiza o rei d’in an defotachou am eus ezomm anezo. Ah ! ma karfe va zad beza bet piz ha kempenn war e wenneien pa oa o c’hounit, a dra zur ne vije ket bet erruet ar pez a c’hoarvez hirio. Siouaz ! n’eo bet biskoaz nemet eur peul-osteleri, hag an dud o deus gorrennet e arc’hant, a c’hoarz goap d’ezan breman. Mont a ran da werza va benveg bras, va griaderez[1] : an aotrou Lampion en deus he gwarzet d’in, hen marteze he freno diganen !

Edo ar zonjou-ze o trei e spered merc’h an toer, pa glevas houman skei war he dor. Raktal he redas da zigeri, sonjal a rea oa arru pe al louzaouer pe ar beleg da welet he zad. Souezet oa bet o welet diraki Armel Derven, unan eus ar baotred yaouank a rea al lez d’ezi, eur pennad a oa.

— Ac’hanta, Trifina, penaos ema ar bed aman ?

— Dister, Armel ! Va zad a zo kouezet, seiz sizun a zo, diwar eun doen uhel, ha n’ouzon ket penaos n’eo ket marvet o koueza, ar c’heaz tad. Va mamm a zo ken izel hag hen, siouaz !… gouzout a rit… ar c’hrign-beo !

— Edon o labourat e Montroulez, pa lennis an darvoud skrijus digouezet gant ho tad, Trifina geaz, ha raktal m’oun erruet er gear oun deuet.

— Trugarez, Armel ! Gwelet a ran breman ez oc’h eur mignon feal, ho peus evidomp eur gwir garantez. Ho trugarekaat a ran evit va zud klanv.

— Ho karet a ran, Trifina, ho karet a-greiz kalon, daoust ma n’em eus ket bet nemeur diskouezet d’eoc’h ar garantez a vagan evidoc’h e deün va c’halon.

— Va Doue ! Armel, me ho kar ivez dreist ar re all a garan, met hoc’h-unan e welit e pe stad emaoun hirio gant va zud klanv : int da genta ha me goude !

— Kaer meurbed eo ho komzou, Trifina, ha donet a reont dioc’h goueled ho kalon. Met petra e welan-me o lugerni war ho chod ?… Eur veraden daerou ?…

— Diou garantez, Armel, a zo o rendael am c’halon, ar garantez evit va zud hag ar garantez am eus evidoc’h breman p’hoc’h anavezan gwelloc’h ; met, met… siouaz !…

— Ar garantez ho peus evit ho tad, Trifina, a viro ouzoc’h da glask hoc’h eurvad, a viro ouzoc’h da rei ho kalon da garet

d’eur gwir vignon !

  1. Machine à coudre.