Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar mezvier, 1923.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MERC’H AR MEZVIER
————

Renan Bodivin a zo toer-sklent, hag ivez eur mezvier ma zo unan. E wreg, dizec’het gant ar glac’har ha gant an daerou he deus skuilket, a zo breman astennet war he gwele, taget gant ar c’hrign-beo. Renan, e-leac’h ehana da eva, a wasa bemdez, ha lavaret e vije ne glask nemet gwelet e anter-tiegez o vervel ; ha koulskoude ne glask nemet beuzi e anken hag e vorc’hed.

Ar verc’h yaouanka, Trifina, eur plac’hig lemm a spered, a zo eur gemenerez triwec’h vloaz, dournet eus ar gwella. E-doug an deiz he nadoz a labour tear, evit lakat eun tammig eazamant en ti. Gwechall, pa oa he mamm yac’h, ar plac’h yaouank a oa seder, a gane soniou he Mamm-Vro ; siouaz ! hirio ne ra nemet mousc’hoarzin ouz he mamm, peadra he deus da veza doaniet, ar gemenerez geaz.

Eun dervez, pevar den a zouge Renan d’e di, anter-varo. An toer, pignet war eun toen gant eur guchennig mein-do, a gouezas a-fardakleo d’an douar, evel eur zac’had loaiou. Ma ne vije ket bet mezo-dall-put, en dije bet skoulmet gwelloc’h an eil skeul oc’h eben, met pa vezor mezo e vezor ato paotred mad ha dispont… e-kreiz ar brezel !

Renan lonk-e-zizun a zo eta breman war e wele, e-kichen o vaouez, ha klanvoc’h egeti, rak al louzaouer ne c’hall ket c’hoaz lavarout pe e teuio da vad pe na deuio ket. Ar beleg a zo bet o noui ar c’hlanvour dilavar.

Adalek an dervez-ze, Trifina, red d’ezi entent gant preder oc’h he zad hag oc’h he mamm, he deus lezet da vergla he nadoziou ; ar re a roe labour d’ezi o deus klasket kemenezered all. Evel-se, gwenneg ebet na deu en ti, hag an dispign a gresk bemdez. Buhan, a lammou bras e teu ar baourentez, rak an tad, dibreder pa oa yac’h, a gave d’ezan e vije bet kentoc’h dizec’het ar feunteun eget n’en dije gwelet goullo e yalc’h.

Trifina, abaoe ma ’z eo klanv he zad, ne ra nemet gouela, he diouchod gwechall dam-ruz a zo breman drouglivet. Ar plac’hig triwec’h vloaz a vev dister, an nebeud gwenneien dastumet ganti gwenneg ha gwenneg a zo teuzet, eat int da brena bara ha traou all red evit beva. He zad, gwech a wellae gwech a fallae, met e glenved a oa hir, ha c’hoaz n’oa ket sur e parefe.