— Ya, evit breman, Armel !… Divezatoc’h, pa droio an traou en eun tu pe du, va c’halon a vezo d’eoc’h, mar prizit her c’hemer.
Hoc’h anaout a ran, Trifina, abaoe mac’h anavezan tud : savet ha maget oc’h bet en ti tosta d’am hini. Hirio, ya, hirio, mar em eus evidoc’h eur garantez wirion, em eus ivez truez ouzoc’h, truez oc’h ar stad emaoc’h enni. Hini ebet ac’hanoc’h ne labour, gouest da ober n’oc’h ket ; ho tad, dre ma c’houneze, a lonke, ha dre-ze e sonjan e tle beza berr an traou ganeoc’h, hag a-greiz va c’halon e karfen donet d’ho skora hervez va galloud. Ma lavaran d’eoc’h ar c’homzou-ze, Trifina, n’eo ket gant youl d’hoc’h izelaat eo ez eo, met evit klask ho savetei, c’houi hag ho tud. N’emaoun ket dre arc’hant o klask chadenna ho kalon oc’h va hini ; met pegwir am c’harit evel m’ho karan, Trifina, va lezit da lavaret d’eoc’h e ran gwella ma c’hallan evit ma vezimp ar c’henta ’r gwella unanet.
— Ne gomprenan ket mad ho komzou, Armel.
— Dre garantez evit ho tud e karfec’h prederia outo gwelloc’h c’hoaz, met, siouaz ! re baour oc’h evit se, rak al louzaouerien a zo ker, ha…
— Ar pez a livirit a zo re wir, Armel, hag anzav a ran ouzoc’h ez eo treut va yalc’h, kouls lavaret goullo. Klasket em eus pell hag hir kuzat va dienez, ha, siouaz ! pa oac’h bremaik o skei war va dor, edon o sonjal gwerza va griaderez, evit herzel c’hoaz eur pennad ouz an dienez, ouz an naoun zoken, Armel.
— Va c’halon a venn frailha o klevout ho komzou, Trifina. Me a zo bet betek-hen evurusoc’h egetoc’h war hent ar vuhez-man, hag, evit trouc’ha berr, e livirin d’eoc’h em eus hirio war va hano anter-kant mil liur, deuet dre an hent mad. Evel-se e welit e c’hallan hep paper na sinatur ebet, roi d’eoc’h peadra da brederia ouz ho tud, hervez ma lavaro d’eoc’h al louzaouerien. Divezatoc’h, pa vezo eat an traou en eun tu pe du, evel a lavarec’h bremaik, mar kirit, neuze hon diou galon a vezo unanet er garantez virvidik a vagomp an eil evit egile.
— Va Doue, pebez burzud evurus ! Penaos ho trugarekain, Armel, evit ho madelez ?… Penaos, c’houi pinvidik, e teuit da c’houlenn dourn eur baourez eveldon ?…
— Dourn eur baourez kalonek eveldoc’h, Trifina, a dalv muioc’h eget aour. Laouen hag evurus e vezin o kemer an dourn-ze, rak rouez int breman ar vugale a zo eveldoc’h !
Loeiz Ar Floc’h.