Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


Prestik e weliz ar c’houec’h plac’h iaouank o tont en eur zanzal er gambr eleac’h e oan o kaozeal gant an itron goz. Teir anezho a oa gwisket e gwenn, hag an arc’hanteri a steredenne en ho c’herc’hen hag an teir all a oa kaër gantho dillad du perlezet. An teir deuz ene­zen ar Spont a ieaz an eil goude eben da bokat d’ar vam-goz daou­bleget, ha goudeze e rojont an eil d’eben pokou a garantez. Pa weliz an dra-ze, e tec’hiz da draon ar gambr, gant aoun n’em bije ranket ive pokat d’ar merc’hed-ze, rak difennet start e oa bet ouzin, ha lava­ret e oa d’in e vijen bet kollet da vad, m’em bije bet ar gwaleur da bokat da unan euz an dimezelled iaouank.

Goulskoude, a veac’h e oan erruet e traon ar gambr, etal an or, hag e weliz anezho ho c’houec’h o tiredek warzu ennon laouen, hag o lavaret d’in e brezonek gant ho moueziou dousik :

— Breizad iaouank, ro d’eomp ive ar merk euz da garantez, ro beb a bokig flour d’eomp-ni Breizadezed, emzivadezed, taolet war an enezennou-ma gant gwalleriou a famill. »

Va c’halon a venne frailla em c’hreiz o klevet ar merc’hedigou-ze ken koant, o lavaret d’in henveleb keleier. Mes neuze gant eur vouez karget a enkrez hag a garantez, e lavariz d’ezho ar pez a oa war va c’halon hag em spered :

— Merc’hedigou : ho karet a ran holl, mes n’oun ket evit diskuez d’eoc’h dre verkou gwelabl, ar garantez a zougan evidoc’h, merc’hed va bro muia karet. Difen em beuz da bokat d’eur plac’h iaouank a hed ar veach emaoun oc’h ober, ha ma ran emaoun kollet. »

— Da vihana deuz ganeomp da bourmen d’ar jardinn, da gemer an aer noz, da lonka ar c’houez vad a deu breman deuz ar bokedou. Deuz Breizad, deuz ganeomp da gonta d’eomp da istor, deuz da lava­ret d’eomp pehini ac’hanomp a zibabi en deiziou-ma, evid beza da bried. »

— Ne zonjan ket, merc’hed, e rankfen dibab unan ac’hanoc’h evid beza va fried ! »

— Eo, ma fell d’id kaout arc’hant evid paëa da zle, e ranki var­c’hoaz en enezen ar Garnell, sina gant da c’hoad a Vreizad kemer unan ac’hanomp evid pried.

Pa gleviz ar c’helou-ze, e chomiz sebezet : an daelou a ruillaz puil euz va daoulagad, ha gant an dizesper, ec’h en em leziz da goueza stok va c’horf war ar leuren. Evelato, prestik an nerz-kalon a zavaz da uhella, hag a drec’haz va glac’har. Mont a riz da gaout an itron goz, evid klevet ganthi ar wirionez.

— Ar pez oc’h euz klevet gant an dimezelled, a zo gwir, den iaouank, hag e gwirionez e vezo red d’eoc’h pe mont kuit heb arc’hant pe sina gant o kwad e kemerfoc’h evid pried unan euz pansionerezed an enezennou.

— Mes marteze an dimezelled-ze a zo merc’hed a vuez fall !

— Nan den yaouank fur hag honest, ar merc’hed-ze a zo holl buga­le da duchentil rivinet, hag evitho e klaskomp priejou etouez an dud pinvidik war ar poent da veza rivinet, hag a deu aman da gerc’hat arc’hant evid en emzevel, evid savetei o enor. C’houi a zo unan euz ar re ze, ha digaset oc’h aman gant Madoberourez Breiz.

— Gwir eo kementse, itron, mes ne oa ket laket d’in e rankchen dimezi da eun dimezell ac’hann : sonjit eta em beuz du-ze e Breiz, e Montroulez, eun dousik hanvet Angelina ! Hounnez, ar plac’hik fur-ze a garan euz a greiz va c’halon, ha d’ezhi ne garfen ket ober an disterra poan, rak ar vam a vagaz anezhi, e deuz ive va maget gant he laez.

— Evel a garfoc’h a rafoc’h, den yaouank, ha varc’hoaz, pa en em gavfoc’h gant ar vestrez vraz en enezen ar Garnell, ec’h en em ententfoc’h ganthi. Me a vezo kontant evel a raio, mes ne gedan ket o pefe arc’hant, ma ne asantit ket d’he goulennou.