Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


— Neuze e vije bet gwelloc’h d’in beza chomet er gear, eget beza dilezet ti ha kemverz evid dont aman da glask pemp troad d’ar maout.

— N’em beuz netra ken da lavaret d’eoc’h, Breizad yaouank, rak me n’oun mestrez nemed war an enezen-ma, ha varc’hoaz e klevfoc’h o setans diveza gant renerez ar Garnell. Deomp brema da zebri hor c’hoan, ha goude, pep hini a ielo d’e vele.

Eun dudi e oa beza oc’h an daol, ha kaër oa gwelet ar c’houec’h stereden yaouank ha skeduz en dro d’an itron goz ho madoberourez. Goulskoude ma teue eur vechig bennag epad koan ar vouzc’hoarz war va muzellou, va c’halon a oa beuzet gant an enkrez, ha va spered a oa ankeniet. Breman muioc’h eget biskoaz, grevuzded an taol follentez, a bar dirag va daoulagad, ha ne welan ket pe seurt hent kemer evid ar gwella. Deuz eur c’hostez, e welan va enor kollet, ma ne gasan ket ganen ac’hann awalc’h evid paëa va dlee. Mes evid kaout an arc’hant-ze, e vezo red d’in sina gant va gwad, kemer evid pried eun dimezell ac’hann. Deuz eun tu all, ma kemeran eur pried aman, petra zonjo va zad, pa en em gavin er gaer gant eur plac’h yaouank oc’h va heul, eun dimezell hag a rankin da gemer evid pried en despet d’e asant ?… E gwirionez, meur a hini a vefe laket nec’het gant nebeutoc’h a dra.

Goulskoude pa oe debret koan, e c’houlenniz eur c’houlaouen evid mont da gousket. Unan euz ar merc’hed a deuaz neuze da ziskuz d’in va c’hambr. Neuze e weliz eur gwele du, ha kemend a oa er gambr a oa du-pod. Ar plac’h iaouank, pa oan oet em c’hambr, en eur zerri an or, a reaz ouzin eur vouzc’hoaz ken dudiuz, ha gant he daoulagadig glaz e sellaz ouzin ken tener, ma skoaz em c’halon eun taol, taol ar garantez. Ar plac’hig-ze ne lavare ket d’in : « O Breizad iaouank ! en hano Doue tenn diganen va chadennou, tenn digant eur Vreizadez al liammou a stag anezhi war an douar estrenn ! » Nan, ne lavare ket an dra-ze d’in, mez ar zellig truezuz-ze a reaz ouzin, a lavare d’in awalc’h ar pez ne lavare ket he zeod. Gelver a riz ar plac’hig ha raktal e teuaz d’am briata, en eur lavaret d’in he dibab evid beza va fried. Neuze e lavariz d’ezhi kemer fizianz, mes tec’het trum diouzin, gant aoun na deufe d’an itron goz gouzout eun dra bennag euz ar pez a oa tremenet etezomp hon daou.

(Da heuil.)