Deuz ar Garantez
- d’ar Maro
— « Goulen an dra-ze ouz da vevelien, rak me na ven morse wardro ar c’hezek. »
— « Perag eo devet ar eorn keuneut a oa du-hont e traon ar Jardin ? »
— « Ar bern keuneut a zo devet eiz devez a vezo varc’hoaz, an tan a zo bet laket ennhan, den na oar gant piou. »
— Den na oar gant piou, ha da betra neuze e talv an dek ki a vez distag en noz er maner ? »
— « Ro peoc’h, Herry, rak ne ouzon netra deuz ar pez a c’houlennez ouzin, va spered en deveziou-ma n’ema ket mad, ha va c’halon a zo glac’haret, evel ma tlее beza da hini. »
— « A dra-zur ez eo glac’haret va c’halon, hag ar rest deuz va buez a vezo evidon eur chaden a c’hlac’har, mes evelkent ez eo red d’in gouzout petra dremen ebarz em maner.
Deuz eta ganen d’ar marchosi, hag e c’houlenni ouz ar mevel-braz petra en deuz graet gant ar pevar loen, »
— Ah Herry ! lez ac’hanon, rak va spered er moment-ma n’ema ket о sonjal em c’hezek… D’an deiz ma oa interret Gwennola, Doue d’he fardono !
Ar mevel bihan a deuaz da lavaret d’in d’am c’hambr e ranke beza bet eun den bennag en noz oc’h ampoëzoni ar c’hezek, rak о fevar e oant maro.
En deiz-ze nag abaoue, na zebriz tam-boued, nа gouskiz ket eur veraden, ken glac’haret oun da veza kollet eur verc’hik ken karantezuz evel Gwennola. »
D’ar c’homzou-ze an aotrou a gouezaz d’an douar a stok e gorf, e galon rannet.
Goude eun hanter heur e savaz, hag e kerzaz, hag о teuaz d’ar marchosi da rebech d’ar mevel-braz en devoa lezet ampoëzoni ar c’hezek.
— « Aotrou, ho kezek n’int ket marvet dre ar poëzon. »
— It, Per, da c’hervel Laouik, hen a zo bet о lavaret-ze d’an itron.
Laouik a deuaz :
— « Ne ket ta Laouik, ar c’hezek a zo bet ampoëzonnet, rak te a zo bet o kas ar c’helou-ze d’an itron. »
— « Me, aotrou, va mestr, n’em oa ket ezom da gas eur c’helou er giz-ze d’an itron, rak hi koulz a ni hon daou, a oar penaoz eo marvet ar c’hezek, hi a oar koulz a ni penaoz eo devet ar bern keuneut, mes difennet e deuz ouzomp lavaret d’eoc’h, ha goulskoude e livirimp, aotrou, ar Vretoned na lezomp ket pell war ho c’houstianz traou re bounner. »
— « Deuit ganen ho taou da gambr an itron, galvit an diou vatez, hag eno ec’h anzavfoc’h ar wirionez, rak red eo d’in gouzout petra eo deut va c’hezek da veza.
An daou vevel a bignaz asamez gant an diou vatez hag an aotrou da gambr an itron, hag eno ec’h en em entenchont.
— « Selaou, Heloïse : va fevar loan a oa er marchosi pa oan eat ac’hann, e peleac’h emaint brema ? »
— « Marvet int ampoëzonet, ha laket eo ho c’horfou en douar. »
— « Daou vevel gaouiad em euz neuze, ne ket ta Per, ne ket ta Laouik ?
— Aotrou ! ar Breton ne oar ket lavaret geier war traou ken spontuz ! a lavaraz Laouik, ha va gwad a verv em gwazied, pa zonjan er vaouez-ze a zo aze dirazomp, eur vaouez ken kriz ha ken faoz ! »
— « Kaoze, Laouik ! a lavaraz an aotrou.
— « Ia aotrou, ho maouez a zo kriz, ho maouez a zo faoz ! Ne fell ket d’in beza tamallet e gaou, ne fell ket d’in e ve tamallet eun all asamez ganen da veza ampoëzonet ar c’hezek.
En eur ger krenn mar oc’h ouz c’hoant, va mestr da glevet an traou skrijuz a zo tremenet en hor maner abaoue ma oc’h eat diouthan, me zo o vont d’hen lavaret d’eoc’h !
Mes araok, dalc’hit tost d’an trubardez-ze rak aoun em euz na vije eur gountel kuzet ganthi, aoun em euz na rafe d’in ganthan ar pez e deuz c’hoanteet ober da Wennola ho merc’hik muia-karet. »
— « Ah ! itron ! gwelet a ran dija sklaer dirak va daoulagad ar pez a zo c’hoarvezet ! mes kaozeet Laouik. »
— « Ia, va mestr ! antronoz ma oac’h partiet ac’hann evit mont da Vellak, hoc’h itron a ordrenaz d’eomp laza ho merc’hik dre nerz ar c’hezek. Mes ar re-ma a gouezaz maro-mik dre eur burzud a berz Doue.
Ordren a reaz d’eomp neuze, pa welaz n’oa ket ar c’hezek evit dont abenn anezhi, taoler ho merc’hik er bern keuneut evit beza rostet.
Ar c’heuneut a zevaz, ha Gwennola n’e devoa droug ebed.
Pa welaz oc’h itron an dra-ze, e lavaraz d’eomp taoler ar plac’hik etouez ar fank er c’houldri, el leac’h e varvtfe gant an naoun hag an anoued…
Kaset hon deuz d’ezhi bemdez bara da zebri, ha plouz evit reposi, hag ho merc’hik a zo eno hirio beobuezek.
Ma karfemp, aotrou, ho merc’hik na vije ket bet eno, mes c’hoant hon devoa da ziskouez d’eoc’h pegen kriz eo kalon oc’h itron. »
— « Ah Laouik ! ro d’in eur pok evit ar wirioneziou o peuz lavaret d’in, ha brema kerz da vid eur fun, ma vezo staget ar vaouez-ma, ar vuntrerez-ma a welan ama dirag va daoulagad !…
Stagit anezhi, ha stlejit anezhi a zibouez he bleo beteg ar c’houldri el leac’h e deuz lakeet va merc’hik, va gwad, va lignez. va enor !… »
(Da heuil)