Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/14

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 14

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



Pa oant erruet etal ar c’houldri, Laouik a ieaz da gomz ouz Gwennola.

« Sell Gwennola ! setu eun tammik bara !…

Eun dournik livet fall en em ziskouezaz neuze en eun toull dindan an or, rez an douar, evit digemer an tam bara.

Eur vouezik sempl deuz an dlabarz a respontaz.

« Trugare d’id Laouik, trugare !…

Pa welaz an dournik-ze, pa glevaz ar vouezik-ze ken semp, ken deread, mouez e verc’hik, an aotrou, fraillet e galon hag e c’hwad o vervi, a dorraz an nor, hag e antreaz evel eun tenn er c’houldri, evit pokat d’e grouadurik.

An diou vatez neuze a skoazellaz Gwennola evit he c’has d’ar maner, epad ma oa an daou vevel o stleja an itron er c’houldri evit tremen an noz.

« Deuit ama brema c’houi potred, ma livirin d’eoc’h petra em euz sonj da ober ouz an hini em euz hanvet beteg-hen va greg, ha da behini e roan brema va oll malloz.

Varc’hoaz vintin kerkent ha goulou deiz, e tennfoc’h deuz ar marchosi an daou loan a jom ganen, kas a refoc’h anezho du-ze e kichen ar c’houldri.

Eur fun neve ouz lost peb hini anezho, ha varc’hoaz e vezo gwelet ha koueza rai ar re-ma ive maro-mik d’an douar, rak ne fell ket d’in gwelet pelloc’h dirag va daoulagad eur vuntrerez, eur vaouez heb kalon. »

— « Ia, aotrou, eur vaouez heb kalon hag a lavare d’eomp-ni flastra penn ho merc’hik a daollou boutou, pa vije dismantret he c’horfik gant ar c’hezek spontet !

Antronoz vintin kerkent a sao-heol, an aotrou oa war zao, ha ganthan an daou vevel.

Ar vatez koz a ieaz kerkent da zihuna Gwennola, evit lavaret d’ezhi petra oa o vont da zigoueout.

Gwennola a zavaz trum, hag a wiskaz Henri ha Germaine.

Ar c’hezek a oa tennet deuz ar c’hraou, hag an daou vevel a gas anezho en eur gana warzu ar c’houldri.

— Allo ! Mam dinatur, greg digalon, petra e peuz da lavaret brema evit difen da vuez, rak prestik e vezo echu ganez ?

An douar-ze war pehini den ebed ken deuz va lignez na valeo, an douar-ze a lounko da c’hwad ha da galon.

Sao diwar da deill, tra heuzuz, stlejit anezhi trum ouz ar funiou, ma vezo war an douar eur vuntrerez nebeutoc’h !…

Aze emaoud brema el leac’h ma varvi, hag el leac’h ma vezi da viken ankounac’heet. »

An daou vevel a ioa o staga izili an itron ouz ar funiou pa en em gavaz Gwennola war al leac’h, ganthi Henri ha Germaine. »

— « Ah Herry ! lez ac’hanon araok mervel da bokat d’am daou grouadurik, lez ac’hanon da skuilla war ho diouchod an daëlou a skuill eur vam araok he maro ! »

« Tad ! tad, selaouit ho merc’hik Gwennola, daoulinet eharz ho treid.

Va c’haret a rit kement evel ma karan ac’hanoc’h, diskouezit d’in ar garantez-ze en eur bardoni d’am mam, da vam va breurik Henri ha va c’hoarik Germaine ama dirag ho taoulagad…

Ia va zad ! pardonit d’ezhi, rak na ouie ket petra ree, pardonit d’ezhi, rak ar relijion gristen a zesk d’eomp pardoni d’hor brasa enebourien. »

— « Ah ! Gwennola ! karet em bije gwelet ac’hanout en eul leac’h all ! mes torfet da vam a zo re vraz evit beza pardonet ! taolet e deuz an dismegans, an disenor, var va lignez, hag en eur c’hoantaat da laza, e deuz c’hoanteet kas da netra ar garantez em euz evidoud ha evit da vam Gwennola Kerglazek !…

Ia taolet e deuz an dismegans war va oll amzer dremenet !

Mervel a rank, ha mervel a raio !

Allo paotred, hastit, hastit buan. »

Gwennola neuze, an daëlou en he daoulagad, a dreuzaz ar c’hezek, hag a gasaz an daou vihan da bokat d’ho mam.

Houma a vriataz an daou vugel asamez, hag a c’hlebiaz d’ezho ho diouchod gant daëlou tom ar garantez a vam.

— Papa ! papa ! a lavaraz neuze Germaine. Gwennola e deuz lavaret d’eomp e oaz o vont da laza maman.

Ne ri ket ! ket ta Papa ! Ni a gar maman ; paz laza anezhi Papa !

D’ar c’homzou-ze deut deuz genou e verc’hik pevar bloaz, an aotrou gouezaz d’an douar, hag e skuillaz daëlou en eur lavaret distaga ar c’hezek.

An daou vevel, an daëlou ive en ho daoulagad o klevet komzou nerzuz ar c’hrouadurik pevar bloaz a zistagaz an itron.

Houma, kerkent ma oa distaget, a en em daolaz d’an daoulin evit goulen pardoun ouz he goaz hag ouz Gwennola.

« E c’hallez beza sur, panefe da ziou werc’hik, e oa brema da gorf en douar, rak an torfet ec’h euz c’hoanteet ober, na verit ket beza pardounet.

Rak-se ta, arabad e tiwanfe ken en da spered, ar c’hoant d’en em zizober deuz va merc’hik Gwennola a garan dreist peb tra war an douar. »

— « Oh nan, va fried, hen toui a ran d’id hirio, na rin biken ken ar pez em euz c’hoanteet ober. »

— « Echuomp war gement-se, ha deomp d’ar maner, ha ra vezo ankounac’heet krizder da galon em andret.


(Da heuil)