Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 12

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Ken trum ha lavaret, e oa liammet, ha kerkent ive ar c’hezek a dapaz bep a daol var o c’hein, mes kerkent an taol, e kouezchont o fevar d’an douar, maro-mik…

An itron o welet eur seurt tra estlamuz, a dennaz he c’hleze, hag a ieaz evit laza Gwennola.

Mes allaz ! ar mevel braz a grogaz ennhi, hag ive Laouik ar mevel bihan

Hen-ma a lezaz eun tam dourn-deou an itron, hag a ioa treuzet e vrec’h kleiz gant ar c’hleze.

O welet ar gwad o ruilla deuz e vrec’h, Laouik a en em lakeaz da ouela ha da dec’het kuit.

Pa en em welaz e unan, Per a daolaz an itron d’an traon, a ziframmaz diganti he c’hleze, hag en torraz war ar mein.

Pa oa marvet ar pevar loan, Gwennola a oa bet distaget. An itron neuze a lavaraz lakat anezi ekreiz eur bern lann a oa e traon ar c’hoat, ha lakat an tan ennhan, evit ma vije rostet korf an trubardez, ar c’haouiadez.

An diou vatez a grogaz adarre er plac’hik, a roaz d’ezhi eur skeul evit pignat war ar bern keuneut.

An tan a oa trum elumet, en eun hanter heur e oa devet, ha korf ar plac’hlk n’en devoa bet drouk abed.

O welet ne oa moien abed da zont abenn deuz he zorserez, an itron a ginnigaz taol anezhi er c’houldri da vervel gant an naoun etouez al louztoniach.

Ar pez a oa gourc’hemennet a oa great, hag eno brema eo e chomo ar plac’hig ken a deuio he zad d’ar gear.


XII. — Dizro an tad d’ar maner


Pa oa taolet Gwennola er c’houldri, an itron a zonje d’ezhi e vije bet marvet eno etouez al lorniez gant an naoun, ha goudeze ne vije ket bet diez interri anezhi heb gouzout da zen en eur c’horn bennag deuz ar c’hoat.

Neuze e kemennaz d’ar metejen mont da gaout sekretour an ti-kear da lavaret d’ezan oa marvet Gwennola Kerzuliek e maner an Tymeur.

Per a ieaz d’an ti-kear ha Laouik a ieaz d’ar presbital da gerc’hat ar c’hroaziou, hag an traou a oa red evit sebelia ar c’horf-maro.

Ar plac’hik a oa laket marvet d’ar 27 a viz Heven, da eiz heur deuz ar mintin, hag an interramant a vije great en de varlec’h da nav heur deuz ar mintin.

Den abed n’en devoa urz da zont er maner da daol dour war c’horf maro, hag antronoz, eleac’h korf Gwennola e oa laket mein ebarz el laouer, kaset d’an iliz ha d’ar vered.

An itron, kerkent ma oa kraouiet Gwennola, a skrivaz al lizer ma d’he goaz :


« Va fried ker,

N’euz den evit kompren ar glac’har a ren er maner abaoue ma z’ oud eat kuit. Gwennola o merc’hik karantezuz, pa glevaz e oa partiet he zad e kuz diouthi, a oa kement enkrezet gant an disparti-ze, ma savaz ar gwad d’e fenn, ma kouezaz klanv da vervel, ma varvaz d’ar merc’her da eiz heur deuz ar mintin, ne oaz ket c’hoaz digouezet e Mellak.

Ne vezin ket avansetoc’h evit lavaret d’id pegement eo enkrezet hor c’halonou er maner, gwelloc’h eo d’in lavaret d’id ez eo gwelloc’h d’eomp ober buana ma c’hellimp hor c’hanv d’ar plac’hik-ze ken fur, ken mad.

Deuz d’ar gear kenta ma c’helli evit kreski hon nerz-kalon, rak oll omp glac’haret deuz eun disparti ken souden.

D’id a galon hed ar vuez.

Héloisa. »


An aotrou Kerzuliek pa lennaz al lizer-ze, a skuillaz eur mor a zaëlou, hag a vennaz koll e benn.

Goude beza great e gefridi e Mellak, goude beza taolet eur banne dour binniget war bez e bried kenta Gwennola Kerglazek, e tistroaz d’ar gear prim ha prim.

Digouezout a reaz en he vaner d’ar 17 a viz gouere wardro kuz-heol

Kerkent ma oa diskennet deuz ar wetur, e zeaz da vriata he wreg en eur ouela d’he verc’hik Gwennola.

An itron ive deuz he c’hoste a ouele, hag a lavare d’he goaz kemer nerz-kalon evit gouzanv ar gwaleur a zigoueze ganto.

An aotrou a chomaz eun daou pe dri devez en e gambr heb finval, brevet gant ar glac’har o sonjal er gwalennou a skoe warnhan heb paouez.

Goulskoude, deuz ar mintin d’ar sul war-lerc’h, ez eaz d’ar vered da ouela war bez e verc’hik muia karet Gwennola.

Pa zistroaz d’e vaner, e reaz eun dro er jardinn, en e varchosi.

Estlamet o oa bet pa welaz e oa devet e vern keuneut, hag er c’hraou e c’houlennaz digant ar mevel braz e peleac’h e oa eat ar pevar loen.

« Aotrou, va mestr, a lavaraz Per, goulennit an dra-ze digant an itron, hi e deuz difennet ouzomp lavaret d’eoc’h.

Na me nag ar metejen all na c’hellomp anzav ouzoc’h petra zo digouezet er maner aboue ma zoc’h partiet. »

— « Petra, petra zo c’hoarvezet eta ?

— « Goulennit digant hoc’h itron. »

An aotrou a zavaz kerkent da gambr an itron.

« E peleac’h ema ar pevar loen a oa er marchosi pa oan eat ac’hann pemzek devez zo ?


(Da heuil)