Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Lezit ac’hanon da gousket, aotrou, ha da veva er giz-ma ; n’em beuz ezom netra ebed digant ar barrez, ma rankan rei va hano evit kaout eun tam biftek hag eur banne gwin.

— Ouspenn an dra-ze ze, aotrou ! hag eur mear en e barrez, a rank gouzout piou eo e dud, euz a beleac’h int deut, petra o deuz great, ha petra reont. C’houi n’oc’h bet biskoaz en ti-kear o tiskleria hoc’h hano ha me em beuz manket d’am dever, dre ma n’em beuz ket goulennet diganeoc’h hoc’h hano, hano ar barrez oc’h ganet ennhi. Marteze c’houi a zo eun torfetour, deut em parrez da guzat araok ar prizon pe ar geleou, ha ma ne roit ket hoc’h hano d’in hirio, varc’hoaz e vezo dao d’eoc’h her rei dirag daou archer. Rakse ta livirit d’in : hirio pe varc’hoaz ?

— Birviken.

An aotrou mear neuze, a zammaz ar c’holc’hedad pell hag ar beac’h plouz, o zaolaz er c’harr, ha gantho d’ar gear droug braz ennan. Neuze ive Skrabelaou na zante ken nag al laou nag ar c’hoenn o trailla d’ezan e ziwesker koenvet, n’en doa ken ezom na gwin na biftek, na viou na leaz, e gof a oa karget gant ar glac’har, an enkrez na vije dizoloet e denzor prisius. Breman ne oar mui netra da ober, ha seblantout a ra d’ezan er meaz euz e wele, hag oc’h hen lakat en eur c’harr evit beza kaset da c’hlanvdi Kastellinn. Hirvoudi a ra, ha skuilla ra our mor a zaëlou. Skei ra gant e zaouarn sarret war ar c’holc’hed, rak aoun en deuz na deufe Laou-gam pe Gato da laërez e ialc’had, rak n’euz nemeto hag a ouffe ez eo pinvidik.

An noz a dremene, ha Skrabelaou, eat er meaz anezan e-unan, pa welaz an deiz o c’houlaoui, a gemeraz e vragou, eun tam chileten mil gwech penseliet, eun tok louët hag eur boutou faout, hag a ieaz en hentchou doun gant e denzor. Lommik, chomet dihun beteg hanter-noz, a gouske c’houek d’am ampoënt ma oa partiet e vestr. Laou-gam ha Kato, bet o daou eur pennad mat o soroc’hat araok kousket, na glevchont den o vont kuit. Eat oa al lapouz er meaz euz e gaoued, den na ouie da beleac’h.

Evelato da seiz heur euz ar mintin, daou archer war loan euz Kastellinn a erruaz da sponta Laou-gam hag e vreg, c’hoaz en o guele. Mont a rechont da skei war dor Skrabelaou, ha Lommik dihunet en eun taol kont, a resevaz anezo. Ar potrik en em lakeaz da ouela, pa welaz ar pennou glaz e ti e vestr :

— E peleac’h ema an aotrou Armel, pa n’ema ket en e wele ?

— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h da beleac’h eo eat, rak kousket oan. Me asuri a c’hellan d’eoc’h e oa aze c’hoaz deac’h, divezad en noz ; lopa ree war e wele evel eun den kounnaret, eun den dizesperet.

— Sao euz da wele, hag e zaimp d’her c’hlask buan-buan, rak ezom hon deuz da gaozeal gantan er mintin-ma.

Laou-gam ha Kato a en em ginnigaz ive d’an archierien evit mond da ober an enklask asamez ganto, ha wardro dek heur, goude beza furchet ar c’hoat tro wardro, unan euz an archerien a gavaz Skrabelaou astennet etouez ar ieot uhel was ribl ar ster vraz. Kerkent o oe kroget enna ha treinet beteg e di. An archer a reaz eur c’hwitelladen evid diskuill d’ar c’hlaskerien all oa kavet an aotrou tec’het, al lapouz dianket.

An aotrou mear, erruet eur pennadik warlerc’h an archerien, a lavaraz neuze da Skrabelaou.

— Ahanta aotrou Armel, hirio e lavarfoc’h d’in hoc’h hano, pe e vefoc’h kontant pe ne veloc’h ket !

— Biken na lavarin d’eoc’h va hano, biken ganen na glevoc’h e peleac’h oun ganet.

— Petra eo ar zac’h-ze a zalc’hit etre o tiwesker o krena !

— Ar zac’h-ma a vez ganen o klask va zam bara.

— Gwelomp, eme mestr an archer all, a kaout a rafemp ennan eur dra bennag hag a c’hellfe lavaret d’eomp hano e berc’hen ! Eul lizer, eur golo-lizer, a zo awalc’h evit sklerijenna hor spered, ha gouzout ar wirionez a c’hellomp dre nebeud a dra avechou !…

En sur lavaret ar c’homzou-ze, an archer a ziframmaz ar zac’h digant Skrabelaou. Korkent hema a zaillaz war an archer, a skoaz gantan en eur lavaret ne zelle ket outan ar pez a ioa er zac’h. An archer a c’hoarze, a zigoraz ar zac’h, hag a daolaz war leur Laou-gam, al liasen billejou hag ar zac’had aour melen. Strafuillet oll o welet e denzor war an douar, Skrabelaou a gouezaz ive d’an douar, semplet, e grabanou war al liasen billejou.

Pa oe deut ennan e-unan, an aotrou mear a lavaraz d’ezan dirag an archerien :

— Setu aze an den n’en devoa gwennek ebed deac’h evit kaout gwin ha biftek vit en em grenvaat !… Setu an den a jom da c’houzanv dienez war eur bern teill, kentoc’h eget dispign eur gwennek deuz e arc’hant. Ia ! bet en deuz ar galon da c’houlen ouzin rei d’ezan medisin ha louzeier evit netra, ha c’hoaz war ar marc’had, en deuz goulennet beza laket war roll ar beorien, evit kaout biftek, viou ha leaz da lonka diwar goust c’houezen al labourerien douar euz va farrez. Kontant a vije bet da zebri tout ar pez a zo dleet d’ar beorien gwirion ha lonket en dije laouen bara an intanvez, bara an dud mac’hagnet. Ra vezo kaset da brizon Kastellinn, ken a vezo gouezet ar wirionez, ken a vezo gouezet euz a beleac’h e teu an arc’hant-ze a zo kazi sur arc’hant laëret war-lerc’h eun torfet.

(Da heuil)