Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Lommik neuze a lavaraz :

— A veac’h e oa eiz de abaoue ma oan mevel gant Armel, pa gaviz e doubleier e vantell, eul lizer pleget etre pevar. Al lizer-ze a c’hellan da rei d’eoc’h, rak dalc’het e meuz anezan e kornik va godell, ra zervicho d’eoc’h, aotrou mear, evit ho sklerijenna ma z’eo great evit-se.

An aotrou mear neuze a zisplegaz al lizer duet gant al louzdoni deuz godell Lommik, hag a lennaz gwella ma c’hellaz :

D’an aotrou Armel Kerscabel, e maner an Derven-goz e Lamball.

Sant-Briek, 12 a viz Du 1894.
Aotrou,

Klevet em euz oc’h kontant da werza o maner, ha dre-ze e lavaran d’eoc’h, ez oun koutant da rei d’eoc’h 59.000 lur evitan. Ne gavfoc’h den da ginnig d’eoc’h muioc’h eget na ran. Skrivit d’in, raktal ma vezo great ho sonj.

Alan Kerdelliek.

E keit ma oa an aotrou mear o lenn al lizer-ze, Skrabelaou a ouele hag a en em zifrette evel eun den penfollet gant ar gounnar.

Neuze, en eur denna e lunedou diwar e zaoulagad, ar mear a lavaraz d’an daou archer.

— Gwella zo da ober brema, eo skriva raktal da aotrou mear Lamball, evit goulen outan petra eo deut da veza an aotrou Armel Kerscabel, bet gwachall o chom e maner an Derven-goz. Deuz ar respont an devezo neuze, e welimp petra da ober euz an den-ma.

— Evel a livirit, aotrou mear, gwella zo da ober eo an dra-ze. Lezomp an den ma dindan gward e zaou amezeg, da c’hortoz ma vezo deut respont euz Lamball.

Pa oe partiet an dud a lezen, Laou gam ha Kato a esaaz sevel diwar al leur an aotrou Skrabelaou, mez kaer o devoa bet, e oa bet red d’ezo mont da c’houlen sikour evit lakat an aotrou en e wele.

War e vern plouz heiz, Skrabelaou na zihane da hirvoudi, da ouela, rak sonjal a ree dija dirag e zaoulagad e zaou niz, Efflam ha Briek, o tiframma digantan e denzor, o redek kuit gantan, hag o lezer anezan en e gozni heb bara hag heb ti.

Goulskoude an amzer a dremene, ha pevar devez goude, eul lizer a erruaz euz Lamball en hano aotrou mear Lothei. Neuze mestr ar barrez a deuaz beteg an ti plouz, ha dirag Skrabelaou, Laou-gam ha Kato e lennaz al lizer-ma.

Lamball, 15 a viz du 1904
Aotrou mear,

Evel respont d’o lizer skrivet d’an 13 euz ar miz-ma em euz an enor da lavaret d’eoc’h ez euz bet gwechall e maner an Derven-goz e Lamball eun aotrou hanvet Armel Kerscabel ; neuze a deuaz da chom en eun ti dister o traou kear, hag eun devez e partiaz kuit, hag abaoue n’euz bet kelou ebed dioutan. Eur c’hoar d’ezan a zo dimezet da eus ijiner braz deuz Raozon, an aotrou Robel. Skrivit d’ezhi, rak hi marteze a c’hello muioc’h eged-on-me, sklerijenna ac’hanoc’h war an affer ec’h euz gant e breur.

Mear Lamball.

En devez-ze, aotrou mear Lothei a gasaz lizer d’an aotrou Robel ijiner e Raozon.

Lotheï, 15 a viz du 1904.
Aotrou hag itron Robol,

Eun den a zo ebarz em farrez gant eur sac’had aour ha billejou. Hervez eul lizer kavet warnan, an den-ze a zo hanvet Armel Kerscabel, bet o chom e maner an Derven-goz e Lamball.

Eur respont em euz bet digant mear ar barrez-ze, hag hen a lavare d’in skriva d’eoc’h, e c’heller sklerijenna ac’hanon war an dever em euz da ober e kenver an den a zo deut d’en em guzat en parrez gant eun heveleb bern madou. An aotrou Armel a zo klanv pell zo. dalc’het eo war e wele gant ar remm didruez, ne c’hell mui bale, koulz lavaret. Rakse ta, skrivit d’in raktal, evit ma ouezin petra em euz da ober euz an den n’anavezan ket mad.

Dinec’hi refoc’h d’in va spered dre eur respont trum.

Mear Lothei,
dre Bleïbenn, (Penn-ar-Bed).

Pemp devez goude, d’ar zadorn vintin, aotrou mear Lothei a ioa adarre en ti plouz o lenn eur lizer deut euz Raozon. Lakat a reaz e lunedou war e fri, he dirag Skrabelaou hag e zaou amezeg, e lennaz ar c’homzou-ma.


Raozon, an 18 a viz du 1904.
Aotrou mear,

Estlamet omp bet oll o lenn o lizer, hag hon daouarn o skriva ar c’homzou-ma d’eoc’h, a gren c’hoaz gant ar gounnar hag an enkrez.

An den-ze a zo en o parrez, a zo hanvet Armel Kerscabel, ha bet eo perc’hen d’eur maner kaër euz Lamball. Gwerzet on deuz ar maner a roaz d’ezan en eur vervel, e dad hag e vam, ha great en deuz faë war e hano, eun hano Breizad a zo bet ken aliez brudet gwechall, ha douget gant enor gant e dud koz, tud a vrezel dindan ar Rouaned. An den ze a zo breur-kaer d’in-me, hag ama, o ouela em c’hichen, va greg a lavar d’in ez eo hennez he breur.

Ah ! aotrou mear !… panefe ma z’eo deread da eur c’hoar kemer truez ouz eur breur dianket, tec’het diwar ar rouden, ha panefe ive m’en deuz kalz madou, em bije lavaret d’eoc’h treti an den-ze evel an disterra euz o chass, ha lezer anezen da vervel war e vern teill, p’e gwir e plij d’ezan skrabat e laou war e vern plouz fleriuz. Mez va itron a zo ouela em c’hichen, e c’houstians a gristenez a lavar d’ezhi eo red ankounac’haat peb udurnez, peb dísmegans, ha lonka an disenor, goude ma teufe deuz eur breur.

Rakse ta, aotrou mear, pedi reomp ac’hanoc’h en hano an enor dleet d’hon hano, da ober o posubl evit kuzat gwella ma c’hellfoc’h hano an aotrou Robel a skriv d’eoc’h al lizer-ma. Va mab kosa, Efflam, a gemero prestik ar wetur vraz a gaso anezan beteg Lotheï, el leac’h e veillo war e eontr.

Tugdual Robel,
ijiner e Raozon.

(Da heuil)