Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Neuze vije eun diaoul a babor ac’hanoud avad, Armel ! Neuze zavje kof ouzid avad potr !

— Lez da c’hlabouz ta Laou ! ha lavar da Lommik mont raktal da lavaret d’an aotrou maer oun fall, prest da vervel, ha marteze varc’hoaz ec’h en em gavo traou aman d’in-me da lonka.

Lommik a ieaz diarc’hen da di an aotrou mear hag eun heur goude e oa etal ar c’hlanvour !

— Ahanta ! penaoz a rit, aotrou Armel ?

— Ah fei ! o vont kuit ive, aotrou mear ! beac’h em beuz o kaozeal, ha panefe ma m’euz eun amezeg mad, pell zo e vije bet va c’horf en douar.

— Ia ! gwelet a ran n’emaoc’h ket mad, ha red e vezo d’in kemen d’ar medisin dont d’o kaout, ha lakat rei d’eoc’h louzeier, ar c’henta ’r gwella.

— Job ar Pikouz a zo bet aze er mintin-ma, eme Laou, hag en deuz lezet eur billet aze, ha warnan e vije merket pe seurt a vije mad d’ezan da gemeret.

— Ma ! ma ! deuz te, Lommik, daved eur billet deuz an ti kear, hag e zi gantan raktal d’ar C’hastell-Nevez.

Ouspenn, aotrou maer, e welit pegen fall eo va gwele, ha c’hoant em bije e vije chenchet ar plouz hag ar pell.

— Great e vezo, ha varc’hoaz euz va zi e teui eur c’holc’hedad pell fresk hag eur beac’h plouz segal.

— Trugare, aotrou mear, an daelou a deu en daoulagad, pa welan pegen mad oc’h evidon, eur paourkez dilezet gant an holl.

An noz ne oa ket deut c’hoaz, pa en em gavaz Lommik er gear, dizro hag echu gantan e gefridi. Kerkent e oa tennet deuz ar baner ar voutaillad ezens tourmantin, hag ar gwin a zek lur.

Skrabelaou na zellaz ket kalz ouz an tourmantin, mez staga reaz e benn ouz ar voutaillad gwin koz.

E peleac’h ema ar biftek, Lommik ?

— N’euz ket deut !

— Troc’h diot, eme Laou, an dra-ze zo d’id da brena euz ti ar c’higer !

— Ar mear n’en deuz ket roet arc’hant d’id da brena biftek ?

— Nan… nan avad !

— Ar pez a gavan ar gwella ! malloz ma butun !

— Ma ! ma ! varc’hoaz, eme Laou, mar teu aze da zigaz plouz ha pell, e c’helli goulen outan beza laket war roll ar beorien, ha neuze e pezo muioc’h a draou da gaout, evel just.

Skrabelaou, epad m’edo e vignon o lavaret ar c’homzou-zo, a oa o lipat e vourrou diwar eul lonkaden gwin koz hag a respontaz :

— Che ! Laou, te zo eun den mad, eur mignon gwirion, hag a war hentcha an dud war an hent mad.

Antronoz vintin kerkent hag eiz heur, ec’h en em gavaz eur c’harrat pell ha plouz etal ti Skrabelaou. Da c’hortoz ma vije amzer da lakat an traou er gwele, e oant laket o traon ti ar bouteger, a oa ennan muioc’h a frankiz.

Ken just a fri ar c’haz, an aotrou mear e-unan eo a deuaz da zigas ar c’harrat traou.



IV. Skrabelaou zo tizet


Laou gam a lavaraz neuze da vestr ar barrez, en devoa c’hoant ar c’hlanvour da gaozeal ganthan. Ar mear, goude beza staget e gazek ouz post eur gled, a deuaz da welet e zen.

— Ahanta, Armel ! eun tammik vad a ra d’eoc’h al louzeier !

— Ar gwin, aotrou mear a zo eat dija ! eur vad skrijuz a ra d’in, ha gantan e kredan teuin adarre da botr iaouank ! An ezanz tourmantin, n’em beuz ket touchet outan, rak beteg-hen em beuz bet tourmant awalc’h.

N’em beuz bet tam biftek ebed, hag hennez a gav d’in en devije great vad d’in ive, rak sempl oun, mantruz !

— N’oc’h ket goest da brena eun tam biftek oc’h unan ?

— Euz a beleac’h ! aotrou kez ! n’em euz ket eul liard toull etre va daouarn, ha panefe an dud vad, pell zo e vijen marvet.

— Mar kirit e vezo laket hoc’h hano war roll ar beorien, a neuze ar barrez a bourveo d’oc’h ezomou neseser epad ho klenved, ha divezatoc’h.

— Paourkez aotrou ! re vad oc’h evidon, hag abaoue deac’h, an daëlou na zihanont da ruilla euz va daoulagad, pa zonjan ennoc’h, en ho madelez e kever an dud paour.

An aotrou mear neuze a dennaz euz e c’hodell eun tam paper, hag a c’houlennaz :

— Pe hano peuz ?

— Hein ! pe hano m’euz ?… Armel !

— Armel petra ?

— Oh, aotrou mear, arabad d’eoc’h goulen ken ouzin, rak ne lavarin ket d’eoc’h.

— Hag abalamour da betra !… N’oun ket goest da lakat hoc’h hano war roll ar beorien, ma n’her roit ket d’in, hag hen-ma ar papar-ma a ranko mond etre daouarn sous-prefet Kastellinn, araok ma c’hellin rei d’eoc’h aluzen diwar goust ar barrez. Rakse ta hastit buan rei d’in hoc’h hano.

— Lakit an hano a garfoc’h, aotrou, evidon-me ne lavarin ket d’eoc’h piou oun, nag euz a beleac’h oun deut aman, ha goude ma ve toullet va fenn d’in.

— N’euz meneg ebed da ober droug d’eoc’h, ha n’em beuz c’hoant nemed da ober vad, mez evit kementse, ez eo red d’in heuill al lezen evit holl dud va farrez, ha p’e gwir emaoc’h war douar Lothei, p’e gwir e c’houlennit digant ar barrez ober vad d’eoc’h, ez eo red d’eoc’h soubla d’al lezen evel ar re all.

(Da heuil)