Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
5
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Pa oe evet ar c’hafe heb chik, ar c’habiten hag e vartoloded, goude beza paët an hostizez, a ieaz en eur gana war hent al lestr, an eil o harpa egile.

Pa oent digouezet er vagik vihan a ioa e ribl ar c’haë evit o c’has beteg al lestr braz, ar c’habiten a gouezaz stok e gof ouz kostez ar bank, hag a gignaz e dâl.

Pa oent war an dour, Fistoulik, o rei eun taol dourn d’ar Peul, a gollaz e dok braoa, Bidoch a dorraz e gorn-butun, hag ar Peul a gignaz e fri o steki anezan ouz raon Fistoulik.

Mes evelkent o doa ebat oc’h en em gaout er Goulmik, sonjal a ree d’ezo e oa ar pesked fritet en amann o c’hortoz anezo, ha Sikraouik prest d’o servicha.

Mes allaz ! eur zouezen o doa bet, an dud keiz, pa welchont ar c’heginer koz, astennet gantan e bevar ibill, o tiroc’hal er geginn.

— « Allo ! eme ar c’habiten, aman evel a welan, eman an traou war an tu gin, mezo ar c’heginer, mezo ar mestr, ha dall ar vartoloded.

An hostizez a c’hello c’hoarzin goap d’eomp-ni adarre zur, ha ne vezo ket re abred !…

War gement-se, paotred, n’euz netra da ober nemed mont peb hini d’he wele ha buan. Lezomp Sikraouik el leac’h eman, pa zavo anaoued ganthan e tihuno, ma kar, hag e klasko hent e wele.

Deomp da gousket, ha varc’hoaz ni a welo petra hon devezo da ober.

Antronoz vintin kerkent a c’huec’h heur, Fistoulik a zihunaz, ha gant ar zec’hed en devoa, e zeaz da glask dour.

Mes kaër en doa furchal, ne gave taken.

Mont a reaz neuze da zihuna Sikraouik, a zoroc’he ato war leuren ar geginn, e benn ganthan war eur zac’had glaou-douar, hag ar glaouren o tont er meaz euz o veg, gwasoc’h eget deuz eur velfeden krogennek.

— « Sao 'ta tourc’h daonet ! dihun 'ta leue an ankou ! »

A forz da hija ha da zihija e gorf d’ar c’heginer, e tihunaz. Neuze ec’h en em lakechont a zevri da furchal ar Goulmik evit kaout dour, mez n’oa taken el lestr.

— « Deac’h, eme Fistoulik, pa oan o vont e kear, em oa gwelet eur feunteunik vrao, dour ennhi sklaeroc’h eget daoulagad an aër, red mat e vo d’eomp mont beteg eno, rak me zo prest da vervel gant ar zec’hed. »

— « Ha me ive eme Sikraouik, ha biskoaz em buez n’em boa great ken braz sac’had evel deac’h. »

— « Bah ! eme Fistoulik, evidon-me n’em euz ket a geuz, rak kalz ebat em euz bet ive. Ha neuze ! m’em beuz eun tam sec’hed breman, bremaik pa em bezo evet dour ien, me a vezo adarre pareklok, ha prest da gommans eur zac’had all. »

Hag ouspenn ! ar mestr a ioa mezo ive, hen eo a baëe tout, ni a eve evel just. »

— « Te Fistoul a zo iaouank c’hoaz, ha ma c’hen em roez er giz ze d’ar boëson, e kolli da iec’hed, da arc’hant, ha pa vezi deut da veza koz, ne pezo na iec’hed na arc’hant. »

— « Ah ia vad ! d’id te eo dont da ober skol d’in ! te ioa kalz mezvoc’h eget on me. Ro peoc’h d’am penn, ha deomp da glask dour zo gwelloc’h d’eomp eget chom aman da gonta kaochou vean. »

— « Ia ! diskennomp er vagik, kasomp ganeomp ar velt, ha digasomp dour da re-man ive, rak bremaik m’oarvad pa zihunint, o devezo tapet hor c’hlenved ni ive. »

— « Kompren, Sikraouik, ar c’habiten en doa great bimbao deac’h da noz er vag, hag en deuz eun toull en e dâl, ar Peul en deuz faoutet e fri kaouën, Bidoch en doa torret e gorn butun, ha me em boa lezet va zok da goueza er mor, pa oan o rei dourn d’ar Peul. »

— « Mad zo great d’eoc’h ! er wech all ne evfoc’h ket kementse a Lagoutt. »

— « Oh daonet avad ne ket gwin-ardant hebken on doa evet : eur voulaillad absint a ioa lipet ive da heul, ha bep a anduillen kriz hon doa debret. »…

Ekeit ma oa an daou-man o konta, ar vagik a en em gavaz e ribl ar c’haë : kerkent e tiskennont, hag e stagchont da eva dour :

— « Oh ! eme Fistoulik nag a vad a ra an dour ien warlec’h eur c’horfad boëson. »

— « Ma karfe an den kompren ez eo an dour ar gwella evach, ne vefe ket kement a zigweziou en tiegeziou evel a zo, a lavaraz ar c’heginer. »

— Bah ! eme Fistoulik, ma vije ar gwin-ardant ken koulz marc’had evel ma z’eo an dour, ne vije ket evet kement diouthan evel a ve great, mes abalamour ma koust arc’hant braz eo ec’h ever diouthan.

Nag a bed tad famill a zo hag a ro dek gwennek evit eva eur banne asamez gant o mignoned, ha gant an arc’hant-ze o dije bet dek gwennegad bara da derri o naoun d’o bugaligou er gear. »

— « Gwelet a rez Fistoul, e komprenez breman petra eo taoler en aner e kontouerou an hostizien an arc’hant a vije ezom anezo vit kaout bara. »

— « Ia ! ia ! mez kompren a ran ive ez eo diez da benn abaoue deac’h vintin, abalamour ne oaz ket deut d’hon heul-ni da aveli da dal ha da leina e kear.

Ma vijez te bet deut, te pije great evel ar re all, eva pije great evel-d’omp-ni, rak n’oud ket evit nac’h, da gornaillen a zo war ziribans, ha teuzi ra an hini melen en da gof. »

(Da heuil)