Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
4
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Prestik goude, ar baotred a oa laket da azeza ouz eun dol gaër, hag eur plac’h iaouank, gwisket e giz ar vro, a deuaz da c’houlen petra a vije servichet.

— « Evidon-me, a lavaraz Fistoulik, ar c’henta, em bezo eur banne hini melen deuz ar voutaill koat. »

— « Bah ! eme ar c’habiten, digasit eul litrad kement hag ober. »

— « Oh ia vad ! eme ar Peul, ne gredan ket e vefe ouspenn d’eomp, rak me zo seac’h va c’hornaillen, hag hini a re all a dlee beza ive, kement hon euz kanet o tont aman. »

Ar plac’h iaouank a deuaz trum gant eur voutaillad gwin-ardant ha peder gweren vraz.

Pa oe diskarget reaz ar gwer, ar baotred a drinkaz hag a evaz bep a vanne. Neuze Bidoch a lavaraz :

« Kontant e vijec’h, kabiten, da ober eun taol kartou, pevar omp, amzer zo da ober eun abadennad. »

— « Dao d’ei, hag an daou a gollo a baëo eul litrad. »

— « Evel just avad, eme Fistoulik ! gant an amzer ien-man, me na ve morse re dom va c’hof. »

— « Mar kirit, eme ar Peul, Bidoch ha me a ielo d’eoc’h ho taou. »

— « Et ! Kerz en tu all Fistoul, ha lakomp kaled d’an daou man. Taol evez vad, rak ma kollomp, e vezo red d’id boulc’ha da bez eiz real. »

— « Oh daonet avad ! mar kollan-me, ar re all a vezo tom d’o lerr ive, rak me n’oun ket eun deskard da c’hoari kartou, ententit ! Mez araok komans, skarzomp hor gwer. »

— « Skarza da weren, mec’hiok. Bremaik ne weli ket sklear da c’hoari. »

— « Neuze ta ! diouallit mestr, na deufec’h da veza dall em raok me. »

Prestik goude ar c’hoari a ie en dro, hag abenn eur c’hart heur Bimbao ha Fistoulik o devoa goneet ar barti.

— « Allo, Peul hirr ha Bidoch ruz, eme Fistoul, tennit arc’hant euz ho kodellou, p’e gwir hoc’h euz kollet. »

— « Sapre tougn divalo, eme Bidoch, ma ne vije ket bet ar mestr a du ganez, e pije kollet ! »

— « Oh selaou ta Bidoch, ar c’habiten a oar c’hoari kartou, mez me zo kalz gwell egethan c’hoaz. »

— « Allo, braller e gloc’h ! petra pezo ? »

— « Ato memez tra vit nompaz chench, eme Fistoulik. »

— « Gortozomp eur pennadik, eme ar c’habiten, ne ket awalc’h d’eomp eva, red eo d’eomp debri eun tammik ive. »

Prestik goude an dimezel iaouank a deuaz er zâl da c’houlen petra vije servijet.

— « Kig sall zo, eme ar c’habiten ?

— « Ia, aotrou, hini poaz a zo.

— « Anduill zo ive, eme Fistoulik ?

— « Ia, anduill mogedet mad a zo.

— « Ma, digaset d’eomp bep a anduillen. »

— « Ia, mont a ran da boazat anezo deustu. »

— Ta ra ta ta ! eme Bidoch, an anduill kriz ha ien, a ra vad d’an den, ha ni a gav saouraploc’h anezho e kriz eget p’o deve lezet eun hanter deuz o druzoni er zouben. »

« Petra a evfoc’h en eur zebri ?

— « Ar gwin ruz a zao d’am penn, eme Fistoulik, ar gwin gwen a heug va chalon, me a evo eur werennad vad a absint, an dra-ze a sklerijenno d’in va spered. »

— « Marmouz fall ! eme Bimbao, biskoaz, n’e oa klevet lavaret e vije evet absint en eur zebri ! »

— « Ma ! evit d’in-me n’eo ket ar wech kenta, hag e kav d’in e ra d’in eur vad imperial, gwelet a ran an traou o trei en-dro d’in, kredi ran e vez va spered o nijal e bro an eüruzded, p’em befe evet pemp pe c’houec’h demi. »

— « Te zo eur c’hole avad paotr ! Ma ! ma ! dimezell, digasit d’eomp eul litrad absint euz ar gwella, ma vezo kaset spered Fistoulik d’ar Baradoz, eme ar c’habiten. »

— « Grit d’eomp bep a vanne kafe heb chik, a lavaraz Bidoch, an dra-ze zo mad evit lakat ac’hanomp e trein. »

Ken buan ha lavaret, peder anduillen kriz, an uzuill outho, a oe digaset er zâl, peder gweren a galopinn hag eur voutaillad absint a ioa war an daol, ha prestik goude, peb hini a laboure evithan e-unan.

N’oa ket c’hoaz echuet ar pred, ma rankaz Fistoulik tec’het euz ar zâl. Kemer a reaz buan hent ar c’hraou kezeg, hag eno e oe red d’ezan restaol eun tam mat deuz ar pez en devoa debret hag evet.

Ar c’habiten en heuliaz prestik, hag an daou all peb hini d’e dro.

Abenn eur c’hart heur goude, ar pemp laër-mor a ioa o roc’hal war eur bern plouz en kalatrez Soazik al Luch.

Eun dudi oa o c’hlevet o tiroc’hal evel eur vanden moc’h gouez ekreiz ar c’hoat, n’o dije keat great muioc’h a drouz.

Goulskoude wardro teir heur, Fistoulik, dihunet en eun taol kount, a zavaz.

An tan en e gornaillen, o teuaz d’ar zal, hag e lipaz adarre eur werennad absint chomet eno o dilerc’h e leinn. Dont a reaz neuze da zihuna ar Peul, hag adarre o daou e stagchont o muzellou ouz ar gwer vit lonka bep a vanne all.

Neuze e teuchont o daou da gana ha da zihuna an tri all a ioa chomet kousket.

Prestik goude e oant adarre o femp barz ar zâl, o lonka ar peur rest euz an absint hag euz an anduill kriz.

(Da heuil)