Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
6
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————

    1. 3 ##


— « Mez ne ket an dra-ze eo, Sikraouik : me am euz klevet lavaret ez eo mat ar rigadell hag ar brennik da gas kuit deuz ar c’hof blaz ar-boëson fleriuz.

C’hoant em euz da ober eun droïk en aot du-hont, eno e tlee beza rigadell ha brennik… dont a rez ?

— « Va zonj eo da hini, Fistoulik ! ia kuzomp ar velt aman etouez ar reïer, hag hastomp founuz mont da glask traou evit laza an derzien a zo en hor c’hof abaoue ar beure-man.

Eun neubeudik goude, ar baotred a ioa en aot, Fistoulik e gountell gantan o tistaga brennik deuz ar reier, ha Sikraouik o furchal an trez gleb, o rigadella.

    1. 4 ##


IV. - Eur gavaden


Eun heur a zo abaoue m’ema an daou laër-mor o vrennika : al loar a oa sklear c’hoaz, hag an deiz na ree nemed kommans goulaoui.

A forz da vale, ar baotred a oa eat dija pell deuz al lestr. Fistoulik a oa leun e gof a vrennik hag a rigadell, ha Sikraouik, evel-d-han a oa ive reud.

Evelkent e kargent o godellou hag o bonedou evit digas ive eur guchennik brennik d’o c’henseurted d’al lestr.

Fistoulik a zo dindan eur roc’h o karga e voned, pa glev en eun taol eur garmaden skrijuz o tont diwar ar roc’h.

Ken buan hag eul luc’heden, ar paotrik a redaz en eur grial da gaout e vignon Sikraouik.

— « Petra an tanfoultr a zo o iudal war ar roc’h, a lavaraz Sikraouik. »

—« N’ouzon ket ! eun aneval-mor benag, n’anavezomp ket ! »

— « Deomp da welet. »

— « Evelkent, emichans ne zebro ket ac’hanomp ! sell finval a ra, an aneval gouez ! »

Kerkent, eur c’hrougnaden henvel deuz hini eul leon kounaret, a deuaz adarre diwar ar roc’h, an aneval a fiche gwasoc’h gwaz.

Neuze Fistoulik a en em lakeaz da redek warzu ar Goulmik, ha Sikraouik a ie war e lerc’h gwella ma c’helle, en eur chilgamat.

Kerkent ma oant erruet war ar c’haë, e tiskenchont er vagik, ha buan warzu ar Goulmik.

Pa oant digouezet el lestr, e teuaz da zonj d’ezho o doa ankoueet ar veltad dour, dindan ar c’herrek.

N’euz forz ! dihuna rachont founnuz ar c’habiten hag an daou vartolod all, ha kerkent e leverchont petra o devoa klevet ha gwelet.

— Ia kabiten ! eme Fistoulik, berr warnan c’hoaz hag ar c’hoëzen war e dâl, eul leon benag a zo du-hont war ar roc’h ! grougnal a ra, ha ficha ra ar bezinn ganthan !

— Ah ! ah ! ah ! Deac’h e lavarez d’eomp e zoa da spered e tro an euruzded, pa pije evet absint ! gwir eo evid doare ! mes en taol-man eo eat e bro an enkrez.

— Feidantortik avad ! Me zo test ive, kabiten, ha klevet em euz sklaer diou c’hrougnaden o tont deuz a douez ar bezinn a zo war eur roc’h du-hont pell en aot.

— Te deac’h da noz a ioa ken mezo ha Fistoulik, ha da spered a zo trellet hirio gant litrad gwin-ardant ar Peul.

— Ma kabiten ! kredit pe na kredit, mez gwir eo ar pez a leveromp.

Sellit, deuit war ar pont, ha me ziskouezo d’eoch ar roc’h war pehini on euz gwelet an aneval.

Eur minuten goude, paotred ar Goulmik, a oa oll [war] ar pont, o daoulagad troet warzu ar roc’h.

Ar c’habiten a gemeraz neuze e lunedou vit gwelet a bell, ha prestik goude e lavaraz d’e vartoloded e oa gwir komzou Fistoulik.

— Gwelet em euz ar bezin o ficha, oc’h ober lampou, eun dra benag beo a rank beza dindan, ha prestik ni a welo petra eo.

Kerc’hit diou fun nevez, hag ar vaz houarn a vez ganeomp evit tostaat al lestr deuz ribl ar c’haëou, ha deomp da welet petra eo an aotrou-ze.

Ar botred a ziskennaz er vagik, hag eur pennad goude e oant etal ar roc’h. Neuze ar c’habiten, ar vaz houarn spegerez ganthan en e zaouarn, a dosta ouz an aneval.

Ma z’oud den, komz, eme Bimbao, ma z’oud aneval emaoud etre daouarn da vourrevien.

Ar bern bezinn a gren, hag eur iouhaden spontuz a deu euz a douez.

— Evit an eil gwech, ma z’oud den, komz, n’euz forz e pe iez ! — Evit an eil gwech, eur c’hrougnaden hirroc’h ha skiltrusoc’h a zav deuz a zindan ar bezinn.

— Evit an trede gwech, hag ar wech diveza, lavar d’eomp ha den oud, ha ma ne respontez ket, va baz houarn a zo en da groc’hen.

En eun taol krenn neuze ar bern bezinn a zav en e zao sounn, a ziskennaz divar ar roc’h, hag en em lak da redek dre an aot.

Mez allaz ! ar Peul, hirr e ziwesker a dapaz anezhan founnuz, a dremenaz ar funien dre e gorf, hag en taolaz d’an douar.

Fistoulik a zikouraz en liamma en eur c’hiz ma ne c’helle mui finval nag e ziwesker nag e zivrec’h.

Pa en em zantaz tizet da vat, Paotr ar bezinn a leuskaz teir c’hrougnaden skiltruz meurbed.

— Ne vezi ket avansetoc’h evit grougnal, eme Fistoulik, aze m’oud hag aze e chomi keit ma plijo ganeomp-ni.

(Da heuil)