Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
— Me zo Paolik va hano.
— Paolik petra ?
— Paolik an ankou.
— Peseurt micher a rez ?
— Mestr an dud, ha mestr ar yer en o c’hlud.
— Mad ! eme ar jeneral en eur skriva an traou-ze war eur paper braz.
— Perak e c’houlennit an traou-ze ouzin ?
— Bremaïk e weli, paotr, bremaïk ni zesko d’id ober geizou hag ober freuz war an toënnou, er siminalou hag en touriou kaër.
Prestik goude eur c’harr braz ha pounner a en em gavaz, pevar loan outhan war an dachen, hag a jomaz a zao e kichen Paolik. Kerkent, pevar zoudard a grogaz e Paolik, hag a daolaz anezhan er c’har evel eul leue bihan. Kerkent ar c’har a gemeraz hent an dachen vraz a vije ar zoudarded ennhi bemdez o c’hoari soudardik. Kear oll koulz lavaret, a heuliaz ar c’har, hag abenn ma oa erruet hen-ma, eur bobl niveruz a ioa dija o iouc’hal war an dachen.
Eur pikol peul teo a ioa sanket doun en douar hag outhan Paolik a ioa staget trum ha trum. Pa oe staget mat, hanter kant soudard, karget o fuzuliou gant plom bihan, a ioa roet urz d’ezho da denna warnhan deuz hanter kant paz. Pa glevaz Paolik trouz ar fuzuliou, ha pa zantaz ar plom e lavaraz :
— Daonet avad ! gurun a ra evit doare, hag ar c’hoënn a grog ! Douetuz em euz tapet eur sac’had c’hoënn duze er bidouf ! Pa welaz ar jeneral koz n’oa ket lazet Paolik c’hoaz, e lavaraz tenna c’hoaz warnhan. Neuze Paolik a ziframmaz ar chaden a zalc’he e zaouarn, hag a en em lakeaz da frotta e ziwesker hag e gof. Ar jeneral koz e kounnar, pa welaz ne varve ket Paolik gant an draje, a ordrenaz tenna warnhan hanter kant tenn bolodou.
Mez allaz ! an tennou a riske diwar gof Paolik, hag hen-ma na zihane da frotta e gof hag e ziwesker en eur lavaret e koueze kazarc’h teo warnhan. Goude beza tennet teir gwech war Paolik hanter kant tenn bep tro, ar jeneral braz o welet ne ree e zen nemed en em zifretta gwasoc’h gwaz, a ordrenaz mont daved pevar bez kanol da gazern ar zoudarded war loan.
Prestik goude ar c’hanoliou en em gavaz war an dachen, ha raktal eünet war Paolik. Hen-ma a zispourbelle e zaoulagad o welet ar c’hoariellou-ze digor o genou gantho o sellet outhan. Kerkent eur vogeden glaz a deuaz deuz unan, hag eur voled en em gavaz war gar Paolik.
— Ah daonet avad ! en taol-man e vezo lazet ar c’hoënn ! Mez c’hoariet goustadoc’h potred pe e torfoc’h va izili d’in !… Pan ! pan !… Petra eo an traou-ma ? Bolodou rond, mad da c’hoari war ar pont ! Pan ! pan ! Aïou va gar gleiz ! Pan ! pan ! en taol-man, Paolik e kounnar a dorraz e liammou dir, a dennaz er meaz euz an douar ar peul faoutet, a daol anezhan war ar zoudarded. Kemer a ra ar c’hanoliou, taoler a ra anezho d’an traon eilpennet, hag ar c’hezek spontet a ra tro an dachen gant ar c’hanoliou, o ruza war o lerc’h. Pemp munut goude n’oa den war an dachen, an oll dud, jeneraled hag all, a gemeraz hent kear buana ma c’hallont ha peb hini a ieaz d’e loch. Paolik a zavaz war unan deuz ar peziou kanol stag pevar loan outhan, ha ganthan beteg an noz e reaz tro kear. Den na jome war ar ru pa vije gwelet Paolik o tiboucha gant e bevar loan an tan en o daoulagad hag eun eonen wenn war o c’hostou.
Goulskoude wardro kuz-heol, Paolik a lezaz e gezek hag e bez kanol, hag en em dennaz d’al lestr, heb na oe bet den abed o c’houlen diganthan da beleac’h e oa o vont. Pa oe digouezet, e welaz ar c’habiten Bimbao e-unan war ar pont o lenn ar gazeten :
— Te zo eur c’holle avad Paolik, c’hoariet e peuz da botr mat dre aze hirio, ha tud ar gear-man o devezo pell amzer envor deuz o wiziegez !…
Gouzout a rez ! seiz plac’h koz, hag ouspenn ugent krennard, a zo lazet er mintin-man da unnek heur, breset gant an dud spourounet o redek en da raok !… Mez ar pez a zo ken gwaz, ar paourkez Sikraouik a zo lazet ive en noz tremenet gant eur vanden lakejen deuz kear. Doue d’er pardono ! ar paourkez keginer a vezo interret varc’hoaz vintin da nav heur !
— Hag ar botred all ? e peleac’h emaint ?
— En toull abaoue ar mintin-ma ! Tapet int bet o laërez bara hag o terri ar gwer en eun ti e kear. Mez varc’hoaz vintin e vezo lezet kabestr gantho, rak paët em euz ar gaou o deuz great e kear.
— Mez ! kabiten, gouzout a rit o peuz prometet roi eun ene d’in araok mont e kuit ac’hann, hag erru eo ar mare da seveni o promesa.
— Gwir a leverez, Paolik, hag en dra-ze e oan o sonjal ive bremaik c’hoaz. An dra-ze a laka diez va spered, rak red eo d’in paëa d’id an dle-ze araok kuitaat ar porz-mor man.
— Evel just avad kabiten, pe me c’hoario va faotr adarre.
— Setu aman penaoz em euz sonj da ober :
Varc’hoaz vintin pa vezo an tri ganfart er gear, e vezo tennet d’ar billed evid gwelet ene piou a ielo ganez. Pemp billed a vezo laket er zac’h, unan evidon-me, unan all evidoud-te, ha tri evid an tri martolod. Fistoulik eo o zalc’ho ar zac’h, ha te a denno an hanoiou er meaz anezhan.
— Ma ! great evelse !
— Mez taol evez ! rak mar tennez da hano da unan, ne peuz netra da gaout ac’hann !
(Da heuil)