Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
21
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Den abed avad ! eme ar Peul, mes ne gredan ket e vije falloc’h o kardi evit beza goudoret ac’hanomp-ni eun nozvez.

— Tec’hit ac’hann ha buan, pe me o kaso a daoliou boutou.

Ar botred a zent, hag a en em denn sioulik.

Paolik, c’hoënn en e lerou, e zaoulagad ruz tan, a c’houlenne dre pe seurt hent mont. Fistoulik a c’houlennaz an hent da vont d’ar porz digant eur plac’h o tremen.

— Heulia hou-ma ar ru-ma penn da benn, ha pa vefoc’h digouezet en traon, troi a zeou ha heuill ar ru-ze.

Goulskoude Paolik a grene evel eur bern delliou, o sonjal e ranke treuzi kear evit mont d’ar porz.

Gwelet a ree an dud o chom abaf da zellet outhan o taoler e dreid loan war ar paveou.

Eur pennadik goude ec’h en em lakeaz da redek evel eun diskiant, hag e dok kern huel a gouezaz d’an douar. Paolik na jomaz ket da zastum e dok, hag a rede ato. An dud er ru a ioa strafuillet oll o welet eun den du ha kerniel d’ezhan o redek, ha spontet, e tec’hent en e raok. Goulskoude daou offiser war loan a en em lakeaz da redek war e lerc’h, mez abenn ma oe tapet, Paolik en doa bet amzer da bignat e beg eur skeul hirr, laket war ar ru gant daou doër erru da gempen an ti. Diwar lein an doen, Paolik a c’hoarze goap d’an dud a ioa d’an traon o tigeri o bek hag o sellet outhan.

Abenn eun hanter heur goude, e oa mantruz gwelet an dud a ioa diredet di da zellet ouz Paolik.

Darn a lavare tenna warnhan, darn all a c’houle e vije taolet dour outhan gant pompou kear.

Prestik goude ec’h erruaz peder strinkerez dour, mez Paolik, pa welaz ar pez e oar o vont da ober d’ezhan, a en em lakeaz er simimal, hag eno an dour na c’helle ket tapat anezhan.

Goulskoude, ma oa Paolik eur potr fin, ar re a ioa eno n’oant ket diskiant kennebeud, rak prestik Paolik a renkaz en em denna deuz ar siminal, pe e vije bet mouget gant moged soufr ha banal glaz. P’en doa diskouezet e benn, e tapaz eur banne mat a zour taolet outhan gant kaz deuz an traon. Neuze Paolik a en em dennaz en tu deuz an doën na oa den o sellet outhan, mez prestik diou strinkerez a ieaz en tu-ze hag eun niver braz a dud gantho, vit gwelet pe seurt geizou raje Paolik.

Pa welaz Paolik an diou strinkerez, e teuaz en tu all d’an doen, mez allaz ! Darbed oa bet d’ezhan beza taolet d’an douar gant nerz an dour o koueza warnhan. Neuze Paolik, pa welaz n’oa ket evit c’hoari, a en em lakeaz da redek diwar an eil ti war egile evel eur c’haz-koat, hag ar bobl a jome abaf da zellet outhan oc’h ober lammou chouk-abenn war griben an toennou, en despet d’an dour a goueze warnhan euz a bep tu.

Abenn fin an abaden, Paolik a reaz eul lamm war an iliz vrasa a ioa e kear, ha diwar an iliz e pignaz er zolier huela en tour. En em lakat a reaz a istribill ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, hag eno ne goueze banne dour ebed warnhan, kaer o doa ar strinkerezed taoler dioutho hardi.

Epad an deiz oa bet ar bomperien o c’hoari taoler dour ouz Paolik, ha biskoaz n’oa bet en Aber-Nevez kement a ebat evel a ioa bet en deiz-ze.

N’oa ken hano nemed deuz Paolik an Ankou.

Goulskoude den na gredaz tostaat ouz Paolik stag ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, mez avad pa deuaz an noz, 30 archer war loan a ioa laket da welet pe heur e vije tec’het. Ar peder strinkerez a jomaz ive diou a bep tu, ha prest da c’hoari.

Ouspenn-ze, eun niver braz a dud a jomaz c’hoaz war ar ru da veilla war Paolik.

Wardro div heur goude an hanter-noz, teir iouc’haden skiltruz hag a dregernaz kear oll gantho, a deuaz er meaz euz an tour. Paolik, skuiz oc’h ar vazoulen, a lakeaz e fri er meaz evit sellet war ar ru, da welet hag unan bennag a welche.

Pa ne welaz, pa ne glevaz den, ec’h en em lakeaz a-zevri da zisken euz an tour vit mont d’al lestr da zebri eun tam boued bennag.

Pa oe diskennet Paolik d’an traon, eiz soudard euz ar re wella a grogaz ennhan, her liammaz, hag a gasaz anezhan d’an toull da c’hortoz ma vije deut an deiz. Raktal ma oa kraouiet an diaoul, daou archer a ieaz da gemen d’an aotronez vraz deuz kear e oa Paolik er bidouf, hag e vije eaz her lakat d’ar maro.

Da c’huec’h heur deuz ar mintin e tigouezaz ar general braz hag eur rujumant a-bez, ar Prefed, ar bolised oll, hag en eur ger, kear oll a ioa war zao.

Da zeiz heur e oa digoret an nor war Paolik. Pa welaz hen-ma an tokou ruz hag ar c’hlezeier en noaz o tont warnhan, e torraz ken eaz evel terri neud brein, ar peder chaden houarn a liamme e gorf, hag e lazaz evel tousegi, daou vestr braz deut er bidouf evit en tenna er meaz. Dont a reaz e-unan er meaz en eur iouc’hal, hag e spontaz eun nebeud mad a verc’hed a ioa wardro.

Goulskoude, ken buan ha lavaret, pevar c’hant soudard o c’hlezeier en noaz a gelc’haz prestik anezhan, ha peder chaden houarn kalz tevoc’h eget ar re genta, a liammaz start anezhan evit an eil gwech.

Neuze ar Jeneral hag ar Prefed a dostaaz outhan, hag a c’houlennaz outhan :

— Pe hano peuz ?

(Da heuil)