Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
20
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————

    1. 8 ##


— Ar pez a lavar Fistoul a zo gwir avad. hag eun tok er giz-ze a rankin da gaout hirio, evit kuzat va c’herniel ! Mez va zreid loan, penaoz e kuzin anezho ?

— Bah ! meur a hini o deuz treid boul ! Ha neuze ! da dreit a vezo kuzet dindan an daol, den na zonjo en traou-ze…

Ekeit ma oe Fistoulik ha Paolik o tiviz, an heol a ziskenne ato en dremwel, hag ar Goulmik a dostee buan ouz porz an Aber-Nevez. An heol a ioa kuzet pa erruaz er porz.

Ar c’habiten pa oe staget e lestr, a ieaz da di e eontr da goania, ha wardro dek heur noz e oe dizro ; ar botred a ioa eat da gousket.

Antronoz Bimbao a lavaraz :

— Va eontr a deui bremaik da greizdeiz da leina el lestr, rakse 'ta eo poent d’eoc’h en em lakat a-zevri da labourat : te, Peul, a walc’ho al lestr gant Fistoulik, Sikraouik ha Bidoch a briento ar pred. Pa vezo echu gant peb hihi e labour, e c’hellfoc’h lakat dillad deread evit reseo va eontr evel eo dleet. Me zonj e vezimp pevarzek pe pemzek ouz taol, ha ma vankefe eun dra bennag, e c’hellfoc’h mont e kear daved ar pez o pezo ezomp. »

Wardro unnek heur, ec’h en em gavaz ar jao el lestr : ar c’habiten, e voereb, e eontr, teir geniterv ha tri genderv. D’an taol a greizdeiz, an oll a azezaz ouz taol, ha Fistoulik a ioa lorc’h ennhan o servicha anezho oll. Wardro teir heur, an duchentil a zavaz deuz taol, ha eontr ar c’habiten a bedaz oll dud al lestr da vont da goania d’e di.

Arruet oa ar pardoëz, hag ar botred, bleinet gant ar c’habiten Bimbao, a gerzaz warzu ti ar eontr.

    1. 9 ##


IX. — Taoliou finessa c’hoariet da Baolik


Pa oent digouezet, e oent kaset d’al liorz da eva bep a vanne araok koania. Eur plac’h iaouank a deuaz da zervicha ar botred, hag oll e lipchont o mourrou diwar an evach mad. Fistoulik goude beza lipet e vanne, a ieaz raktal da esa tapet avalou ruz a wele oc’h ar gwez, ha pa ne c’helle ket tapat anezo diwar an douar, e pignaz goustadik e beg eur wezen e traon al liorz. P’en devoa diskaret eun nebeud, e tiskennaz, mez en eur zisken re founnuz, e vragou brava a spegaz en eur bod, ha prestik an oll a welaz lost roched ar paourkez laër bihan. Red mat oa bet lavaret d’ar vatez lakat neud en nadoz vit griat bragou Fistoul, rak eur vez e oa e welet.

Vardro eiz heur e oa galvet ar botred da zont oc’h taol en eur zal vraz leun a sklasennou kaër, a boltrejou martoloded brudet deuz an amzer goz.

Paolik a zo roet d’ezhan an enor braz, laket eo da goania e-kichen moëreb ar c’habiten, ha Fistoulik gant e vragou griet, a zo lezet e lost an daol. Evelato ne ket hen eo a ra an nebeuta geizou, ne ket hen eo a zebr hag a ev an nebeuta.

Vardro dek heur noz e oa digaset an thé, hag ar sigarennou, hag evel just, Fistoulik a ziskouezaz e ouie butuna, rak teir zigaren en devoa kemeret, evit delc’her sonj deuz an eontr, ha lavaret d’e gonseurted.

Goude beza kanet ha iouc’het e gallek hag e brezonek, ar botred a deuaz er meaz euz an ti vardro hanter-noz. Ar c’habiten a jomaz da gousket e ti e eontr, hag a lezaz ar botred d’en em glask evel ma karient.

An noz a ioa teval du, hag ar vartoloded, abafet evel sonerien, eleac’h kemer hent ar porz, a gemeraz eun hont treuz, hag a ieaz er meaz euz a gear.

— Petra raimp breman, eme Bidoch ? ma zeomp e kear, o vezimp laket en toull, rak ouspenn hanter-noz eo m’oarvad. N’eo ket eun avans d’eomp klask hent ar porz, rak n’euz den war zao vit hon hentcha.

— Oh evidon-me na z’in ket e kear, a lavaraz Paolik.

— Na me ken nebeud, eme Fistoulik.

— Gwella tra hon euz da ober, eme ar Peul, eo chom da gousket ken a vezo deut an deiz, er c’hardi a zo aman war bord an hent braz, rak skuiz omp oll.

— Sellit ta potred ! e peleac’h eo chomet Sikraouik ?

— Allaz ! kredabl en deuz kavet eun hent all gwelloc’h eget hen-ma.

Raktal, ar botred a ieaz er c’hardi, hag eur c’hart heur goude e tiroc’hent war eur bern delliou seac’h.

Antronoz vintin, ar c’habiten savet abred, a deuaz war eon d’al lestr, hag a jomaz sebezet o welet n’oa digouezet den el lestr :

« Mantruz eo evelkent lezer eur seurt bagad madou heb den d’o diaoual ! Gwelet a ran breman oun faziet, ha c’hoaz eo brao d’in pa n’oun ket bet laëret ! Breman eo poent d’in mont da di ar c’homiser polis, da lavaret d’ezhan ober eun enklask war ar botred a dlie beza chomet d’en em ambuzi en eun hostaleri fall bennag. »

Pa oe deut Bimbao en dro d’e lestr, e lennaz eur gazeten, mez warnhi ne oa hano ebed deuz ar botred.

Wardro nav heur goulskoude, e klevaz lavaret e oa lazet Sikraouik, laëret ha taolet en eun douvez doun gant eur vanden laëron deuz kear.

Goulskoude an heol a ioa dija huel, hag ar pevar martolod all a ziroc’he ato ebarz er c’hardi.

Mestr ar c’hardi a zigouezaz warnho var-dro eiz heur, a zihunaz anezo, hag a c’houlennaz outho piou en doa roet aotre d’ezo da vont da gousket en e gardi.

(Da heuil)