Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
23
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Oh ! oh ! kabiten ! fur awalc’h oun evit tenna hano eun all, ha lezer va hini er zac’h.

Antronoz vintin, ar botred, bet o loja er bidouf, a deuaz d’al lestr ekreiz etre daouzek archer o c’hlezeier en noaz. Ar peul en doa kollet e dok, Bidoch a ioa koenvet e lagad deou, ha bronduet gant eun taol bottez bennag, Fistoulik a ioa roget e vragou deuz an traon beteg an nec’h, ha kignet e fri.

Ar c’habiten a lavaraz d’ezho azeza en e gichen :

— Setu daou zevez tremenet ganeomp en aner aman. Dimerc’her da noz pa oen digouezet aman, em oa c’hoant da ober plijadur d’eoc’h, hag e lavariz d’am eontr pedi ac’hanoc’h da goania. Deac’h vintin pa oen digouezet em lestr, na gaviz den abed euz va martoloded. Prestik goude e kleviz lavaret e oa eur jabadao gant Paolik e kear, ha goude kreizde e kleviz lavaret e oa kraouiet va zri martolod, goude beza bet o terri ar gwer e kear, hag o laërez bara. Deuz ar mintin da nav heur, em oa dija klevet e oa kavet Sikraouik en eun douve pemp taol koutell en e gof. Gouzout a rit, ar c’helachou-ze na reont ket kalz a blijadur d’in, ouspenn ma z’eo eur vez evidomp oll.

Na zalein ket pelloc’h da c’hourdrouz ac’hanoc’h, rak mez em euz war o sikour, ha poënt eo d’in en em denna kenta ma c’hellin deuz kichen ti va eontr, en deuz klevet breman menek deuz ho taoliou kaër. Gwelet a ran breman n’eo ket furoc’h ar c’hosa eget ar iaouanka ac’hanoc’h, ha kerkent ma vez eur banne a re en o kof, o peuz hast da ziskouez ez oc’h potred vad ha tud a nebeud ha skiant. Divezatoc’h, pa vezimp digouezet e Breiz, pa vezimp eat peb hini ac’hanomp da ober evithan e unan, e raimp evel a garimp, mez ac’hann di, e fell d’in e sentfec’h ouzin, rak n’anavezan mestr all abed ken war al lestr nemed-oun… Eiz heur eo breman, ha da zek heur bremaïk e savimp an heor, hag e kemerimp ar mor evit mont da Vreiz.

— Ia, ia, kabiten ! mez araok e vezo red d’eoc’h seveni ho promesa, ha roi d’in eun ene.

Kerkent Bimbao a stagaz d’ar gefridi.

— Te Fistoul, dalc’h ar zac’h man, ma taolin ar pemp billed, unan evit peb hini ac’hanomp. Te Paolik, sell mat, p’e gwir emaor o vont da labourat evid oud. Setu ar pemp billed er zac’h, hej mat anezhan Fistoul, ha te Paol, tenn unan, da hini mar kerez !

— Gant a ri, eme Fistoulik, paz d’id tenna va hini-me, ha me baëo pevar gwennegad d’id bremaik !

— Peoc’h, Fistoul, ma raio Paolik labour vad.

Eur billed a deu er meaz, mez Paolik a ioa bet red d’ezhan en lezer da goueza, rak leiz e oa gant an dour benniget, ha poazat a ree e vizied d’ezhan.

— Allo ! krena rez evit doare ! Lak evez mat, rak ar re a gouezo d’an douar a vezo roget raktal, na gontint ket ken. An eil, an trede hag ar pevare a gouezaz, peb hini d’e dro d’an douar ; evel ar c’henta, e poazent e vizied da Baolik.

Allo ! d’ar pemped ! hen ma eo an hini mat, n’euz nemet han er zac’h !

En taol-man Paolik a denn hag a zispleg ar billed, mez e veudik a gouez en e zourn pa wel skrivet warnhan « Paolik ». Neuze ec’h en em lez da goueza war an douar, en em ruill a ra, tenna ra bleo e benn, ha mantruz eo klevet ar iouc’hadennou a lesk.

— Gwelloc’h eo d’id rei peoc’h, pe bremaïk ema adarre an archerien hag ar zoudarded, erru d’az liamma, ha d’az kas d’an toull.

— Me n’am euz aoun abed nag ouz archer nag ouz soudard ! mez an taol-man em euz bet affer ouz finnoc’h eget-oun, hag oun trec’het ha trec’het da vad ! Breman oun kollet, ha n’em euz netra da ober mui, nemed en em daoler er mor evel eun den kouezet en dizesper !

Kerkent hag e gomzou, an diaoul a en em lezaz da goueza en dour stok e gorf. Kerkent an oabl a deuaz d’en em garga a goumoul du, eur barr avel spontuz a zavaz, ar glao en em lakeaz da goueza evel taoler gant barazou, ar mor a deuaz da veza rust ha kalz bagou bihan a ioa penseet er porz.

— Ema Paolik o neui, a lavare Fistoulik ! anat eo, deuz gwelet ar mor ken fall ma z’eo !

Edoug an deiz ar mor a ioa fall, ar Goulmik a luskelle war ar mor er porz evel eur graoennik, hag al listri a ioa en e c’hichen a ree evel d’hi.

Ar c’habiten, o welet n’oa moien ebed da dec’hat kuit, a ordrenaz d’e vartoloded mont da gousket, hag hen e-unan a jomaz en e gambr da welet pe seurt a raje an amzer.

Araok mont da gousket, Fistoulik a lavaraz :

— Evelato mestr, eo red d’eomp trugarekaat ac’hanoc’h deuz an taol kaër oc’h euz c’hoariet er mintin-man da Baolik ! Hennez an taol-ze a gount en o puez, mestr ! ha me a ioa c’hoënn awalc’h em lerou o telc’her ar zac’h da Baolik, gant aoun n’en devije tennet va hano deuz ar zac’h.

— Ne poa ket a fizianz e gwiziegez da vestr ’ta neuze ?

— Eo mez evelkent, ma z’oc’h gwiziek, Paolik n’oa ket azen ken nebeud, ha meur a wech hon euz gwelet anezhan oc’h ober taoliou kaër dreist, evel deac’h e kear epad an deiz.

— Gwelloc’h eo d’eomp lezer an dra-ze, ha sonjal er paourkez Sikraouik, a zo aze breman er vered, astennet e bevar ibill ganthan en douar.

(Da heuil)