Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
14
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Me, Fistoulik, a raio evel d’oud, ha daoust ma m’euz tost da hanter-kant vla, em euz zonj da c’houlen eur plac’h iaouank ugent vla.

— Bravo ! Bravo ! Bevet Sikraouik !

Goulskoude ar botred, skuiz o pourmen dre ar ruiou e Lannuon goude beza prenet kalz butun ha traou all, a deuaz abred d’al lestr.

Pa ouent digouezet, Bimbao ha Paotr ar bezin a ioa adarre o kuzulat o daou e traon al lestr, hag o vutuna.

— Allo potred ! gwelet a ran oc’h fur, hag e sentit ouzin, hastit buan ober d’eomp hor c’hoan, rak izellaat a ra an heol.

— Ne rafec’h ket fall, kabiten, a lavaraz Fistoulik, rei urz da Zikraouik da derri e benn ouz ar c’hoz kok ruz a zo du-hont, rak bemdez kerkent ha teir heur, e vezan dihunet ganthan. Hennez avad a rafe eur goal vad d’eomp, ha dreist-oll, pa vezo bet ouz ar ber, e c’hellit beza sur e lipimp hor mourrennou diwarnhan.

— Allo ! laz anezhan, Fistoul fall !

— Oh nan, kabiten ! n’oun ket mad da vont da giger, eur galon re fall em euz, ha re a druez em bije outhan pa glevfen anezhan o klem.

— Hag an deiz all e oaz prest da laza c’hanon-me !

— Ia vit c’hoarzin, mestr, mez paz da vad ! an dra-ze a oa eun taol boëson fall !


VII. — Ar veach hir


Pa oe debret ar c’hok, ar botred a ieaz oll da gousket ; ha d’al lun mintin mad, e oant dibreder. An amzer a ioa kaër, ar mor plean evel eul lenn, ha prestik goude, da seiz heur, ar Goulmik a faoute ar mor warzu an Danemark. Ar c’habiten a zo krog er stur, ha kaër eo gwelet al lestr gant e woeliou digor, o lintra gant heol an deiz kenta a viz ebrel. Paotr ar bezin a zo en e gichen, o konta diwarbenn e dud en devezo an eurvad da welet prestik, hag ar martoloded all o skeupat er mor doun.

Beachi reont koulz lavaret noz ha deiz, ha ne zonjont chom e kear ebed, nemed pa vez red d’ezho chom evit prena eun dra benag.

Eur miz a zo abaoue ma z’eo distaget ar Goulmik deuz kaë Lannuon, ha breman emaint en eur vro koulz lavaret dizanav d’ezho…

— Ma ! eme ar c’habiten eun devez da Baotr ar bezin, kemer ar stur breman, rak ne anavezan tam ebed an doareou wardro aman.

— Aman oump arruet war-n-hed tregont leo vor euz va bro, ha bremaïk e welimp douarou an Danemark. Red o vezo d’in, pa zigouezimp, mont da welet va zud, ha lakat em godell an arc’hik vihan em oa kuzet e douar va liorz, eun devez araok pignat el lestr evit mont da Vourdell.

— Ia, a dra zur e vezo red d’id kaout an traou a zervicho d’eomp evit laërez madou an Enezen. Emichans ne chomi ket er gear, goude ma lavarfo da dud d’id chom. »

— Nan, nan, kabiten ! re vad oc’h bet ouz-in, pa oan er gwall-eur du-ze pell deuz va bro, evit beza trubard en oc’h andret hirio…

Mez dont a c’hellit ganen beteg ti va zud, hag er giz-ze welfoc’h doareou ar vro oun ganet ennhi, hag ive va zud, dilezet ganen keit all a zo.

Abenn daou zevez goude, ar Goulmik a ioa chadennnet en eur c’haë deuz an Danemark. Ar c’habiten ha Paotr ar bezin a ziskennaz evit mont e kear. Araok disken, Bimbao a lavaraz :

« Karout a rajen gwelet ac’hanoc’h fur ad an daou zevez ma ne vin ket ganeoc’h, diskouezit d’ar vartoloded euz ar vro-man ez oc’h tud a skouer vad, martoloded kalonek, dign deuz o pro Breiz. »

— Bezit dinec’h, kabiten.

An daou zevez a dremenaz buan, ha d’ar iaou da noz, an daou vignon tec’het evit eur pennad, a ziskennaz el lestr. Goude beza tremenet an noz e bord ar c’haë, ar Goulmik, antronoz vintin, d’an devez kenta a viz even, a droaz buan kein da gear hag a bellaaz founnuz deuz douarou an Danemark.

Eiz devez goude, an avel a deuaz da grevaat, ar mor da veza rustoc’h, an oabl d’en em garga a goumoul du. Nec’het e benn, ar c’habiten a roaz urz da ziskar kazi oll ar gweliou, ha da vont e gwasket kerrek huel a wele e-kreiz ar mor. Fistoulik, a ioa e beg ar wern huela o plega lienn, a c’houlennnaz ha tost e oa d’an Enezen.

— Paourkez den ! a veac’h e peuz great an hanter deuz da hent, a lavaraz ar c’habiten. Gwelet a ran e peuz hast da grabanata aour, mez allaz ! gortoz pell a ranki c’hoaz moarvad, ha marteze zoken e vezimp oll maro abenn gwelet liou an Enezen.

— Evidon-me, eme Fistoulik, n’en em gavan ket diez, evit c’hoaz, daoust ma z’eo skornet va bizied, ken em euz poan o telc’her krog er c’herden.

— Emaoud adarre o klask bronn da suna ! Deuz d’an traon, aman ez euz eur banne o c’hortoz ac’hanoud, ha chom er gegin da zikour ober koan, rak gwelet a ran ne c’hellimp ket mont ac’hann hirio.

Daou zevez ha diou nozvez e oa bet chadennet ar Goulmik e gwasket ar reier braz, araok e devoa gallet tec’het evit tostaat ouz an Enezen. Evelato pa gerzaz, e faoute buan ar mor, hag eis devez a zo abaoue ma z’eo loc’het deuz tal ar reier.

Ar c’habiten neuze a zavaz e-unan e beg ar wern huela, vit gwelet hag hen a welfe eun tam douar benag. Mez allaz ! kaër en devoa sellet, ne wele netra nemed an oabl hag ar mor, o daou ar memez liou.

(Da heuil)