Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
— An dra-ze ne zell ket ouzoc’h, eme Bidoch, mez ar pez a leveromp d’eoc’h breman a zell muioc’h ouzoc’h. Ni a zo o vont d’o kuitaat raktal, ma ne gasit ket ar beziner koz da vrennika. Rakse 'ta grit unan a zaou, roit hor paë d’eomp hag e iafomp kuit, pe mar fell d’eoc’h hon delc’her, lezit da vale ar zac’h bezin-ze.
— Ma fell d’eoc’h kaout oc’h arc’hant hirio, laouen her roin d’eoc’h, mez araok, selaouit va c’homzou :
Abaoue ema Paotr ar bezin el lestr, e welan ac’hanoc’h karget a warisi, diez e kavit gwelet ac’hanon o komz ganthan. Mez pa glevfoc’h e lakaio an den-ma ac’hanomp oll pinvik hag euruz, ar garantez a gemero en o kalon, plas ar gwarisi. E gwirionez, an den-man a lavar e oar e peleac’h ez euz eun Enezen pinvidik da laërez, hag hen hebken a c’hell dont a-benn da ober an taol-ze dre e wiziegez. Sonjal a ran e raimp eun taol-kaër o vont di hag e teuimp pinvidik d’ar gear. Rakse ta en deveziou kenta e troimp ar Goulmik war zu an Danemark, el leac’h e vezimp en hanter hon hent. Setu evit petra e oa Paotr ar bezin o komz ganen, ha setu petra lavaran d’eoc’h hirio. Varc’hoaz vintin e prenfoc’h dillad krenv ha deread, evit ober ar veach hir-ze, rag ne gredan ket e vijemp dizro araok Gouel an Oll-Zent.
Antronoz mintin mat, ar botred a ioa var zao, ha goude beza griet gwella ma c’hellent dillad roget d’ezho gant ki du an hostizez e kemerchont an hent evit mont da di ar brasa marc’hadour dillad a ioa e Lannuon. Dibabet ha gwisket gantho o dillad, e oant deut da ober eun dro bale e kear. Eun dudi oa gwelet anezho, rag ar Peul ne devoa kavet bragou ebed hirr awalc’h d’ezhan, hag an hini a zo ganthan a zizken d’ezhan beteg pennou e zaoulin. Fistoulik avad a zo lorc’h ennhan, rak e zillad a zo digouezet mat deuz e gorf. Gant e vaz livet en e zourn, hag e zigaren en e veg, en deuz an ear deuz eur paotr iaouank o poursui e studi a vedisin pe a noter. Bidoch a zo eur vez e welet, gant e vragou marellet hag e lunedou war e fri, eo henvel euz ar boudedeo. Sikraouik a zigouez mad e zillad d’ezhan, mez fentuz eo gwelet anezhan o chilgamma o vont da heul ar re all.
Goulskoude, en taol-man, daoust ma oa kalz arc’hant gantho en o godellou, e oant bet fur, rak eaz e oa ho spered. Deuz an abardaez e tigoueschont el lestr, ha kerkent ma oant erruet, Sikraouik a lavaraz :
« O kabiten ! pedi ran ac’hanoc’h em hano va unan hag en hano va c’honseurted, da bardoni d’eomp an oll droug hon euz great d’eoc’h. Kemeret hon euz evit gwir Paotr ar bezin evit eun tostenner, ha karget e oamp a warisi outhan. Mez hor c’heuz hirio a zo ken braz evel e oa hor gwarisi deac’h. Pardonit d’eomp eta hor fazi, ha lezit ac’hanomp da vouchat evel breudeur d’an hini a gemeremp bremaik c’hoas evit hor brasa enebour. »
— Ia breman p’o peuz klevet lavaret ez euz arc’hant da c’honit, pinvidigez da gaout e berr-amzer, ez oc’h mignoned !… Beteg-en oc’h bet servicherien leal, mez deac’h e oac’h eat er meaz ac’hanoc’h ha zoken, Fistoulik en devije bet buan awalc’h divouzellet Paotr ar bezin ha me, panefe m’oan erruet abred awalc’h evit tenna diganthan ar goutell a ioa digor en o zourn.
— Ia, ia, Mestr, re wir eo ! mes pardonit d’in, rak eur zac’had em oa great, ha zoken em oa torret va diou voutez o skei war dor an hostizez ne felle ket d’ezhi roi d’eomp da eva !
— Te tougn brein, eo ar gwasa deuz ar vanden, hag abaoue ema paotr ar bezin el lestr, ne zihanez ket da blanta pennadou ar re all.
— Ma ! ma ! mestr, hiviziken e vezin skouer ar vartoloded, m’en tou war va hano a Vreizad, e sentin ousoc’h evel an danvad deuz ar mesaër.
— Gwelet a rin penaoz e talc’hi da bromesa.
— Varc’hoaz, mestr, ema ar zul, lezer a refoc’h ac’hanomp da vont e kear vit prena diankajou ankouet ganeomp, a lavaraz Bidoch.
— Ia ! va zonj e oa lezer ac’hanoc’h da vont o kear en dervez araok ma dleomp partial, mez avad diouallit da veza mezo, rak fellout a ra d’in e vefec’h diabaf ha iac’h-pesk dilun vintin.
— Ar pez a reketit mestr, a vezo great !
Ar botred kerkent a sao-heol d’ar zul, a ieaz da bourmen wardro Lannuon, diviz a reent diwarbenn ar veach hirr e oent o vont da ober. « Me, a lavaraz ar Peul, pa vezin pinvidik en deziou all-man, em euz sonj da zevel eur maner aze war bord ar mor, dimezin rin ive evel just, hag eur plac’h koant a gemerin mar gallan, mez eun ti deread a zavin ive d’am zad ha d’am mam, a zo koz dija ha daoubleget gant al labour.
— Oh ! evidon-me, eme Bidoch, ne gemerin maouez ebed ! Nan, nan, ne fell ket d’in plega da verc’hed hag a vezo epad an oll amzer o welet petra rin, petra lavarin, petra zebrin, petra evin. Kemer plac’h a zo kemer liammou d’hor staga. Ouspenn, oll o deuz eun tech fall benag, lipouzenned, mevierezed ha me oar !
— Serr da veg, mec’hiek, eme Fistoulik, rak me kerkent ha ma vezin krog em ialc’had arc’hant, a ielo raktal da c’houlen pennerez Laou an Tarzeller deuz Kerivin-Vrao ! Oh na kaera plac’hik ! An dour a deu em ginou pa zonjan ennhi !… Ha te Sikraouik, petra ri ?
(Da heuil)