Histor fentus hag estlammus
- mestr al Laëron-Vor
An deiz a oa tremenet mad, rak ar martoloded o devoa dalc’het sonj deuz komzou ar c’habiten.
Pa oar gant koan, Bimbao a lavaraz d’ezho :
— Varc’hoaz ken abred a ma kerfec’h, c’houi a ielo e kear da bourmen, da aveli o penn, mez paz d’eoc’h dont el lestr ma vezit re vezo deuz an noz.
Paotr ar bezin ha me a jomo aman hon daou da ziviz diwarbenn eun affer grevuz a zo etre-z-omp.
Antronoz vintin, ar botred n’oa ket bet red pedi anezho, hag an heol d’an deiz kenta a viz ebrel ne oa ket savet c’hoaz, pa oa ar pevar laër mor o iouc’hal dre ruiou Lannuon.
Goulskoude, sec’hed a zavaz gantho, ha trum ec’h azezchont ouz taol en eun hostaleri war hent Brelevenez.
— Digasit d’eomp bep a vanne kafe, hag eul litrad loko, itron.
Servichet e oant bet raktal, hag ekeit ma oant oc’h eva, ec’h en em lakejont da diviz diwarbenn paotr ar bezin.
— Me, eme Fistoulik, a vefe laouen o c’houzout pe seurt affer a zo etre Bimbao hag e goz beziner.
— Marteze, eme ar Peul, emaomp o vont da gas anezhan d’e gear.
Poënt awalc’h e ve, rak me ia kounar ennoun o welet ez eo deut ken mad-ze da Vimbao.
— Marteze, eme Sikraouik, en deuz c’hoant da veza laket da geginer em leac’h-me !
— Pe da sturier em flas-me, eme Bidoch !
— Selaouit, paotred, a lavaraz Fistoulik : red eo d’eomp gouzout ar c’henta ’r gwella pe seurt affer eo hounnez, hag evit er gouzout, ez eo red d’eomp en em gemer er giz-man :
Eur gwennek benag a zo ganeomp oll, hag e vije mad d’eomp ober hirio bep a zac’had.
Em-berr pa en em gavimp el lestr, mezo evel sonerien, e lavarimp da Vimbao e vezimp o vont da glask eur mestr-all, ma ne ve ket kaset kuit ar brenniker louz.
Ni zo servicherien koz, tud a vicher, na vezimp ket taolet er maez buan, ha marteze, eleac’h lezer ac’hanomp-ni da vont e kuit, ar mestr a gavo aesoc’h taoler ar beziner war e benn er mor.
— Ar pez a leverez, Fistoulik, a zo gwir awalc’h ! Beac’h dei ta !
Odevi d’an toull pa c’houl !
Daou litrad a oa eat dija e kof ar botred, ha Fistoulik a lavaraz digas an trede.
— Banne ebed ken, eme an hostizez !
— Petra ! eme Fistoulik, banne ebed ken ! evidon-me a lavar hag a lavaro : eul litrad a zo brao etre daou… pa vez unan o sellet !
— Te pikouz fall ! te a gaoze egiz-ze ! mez da zaoulagad a zo maro en da benn, hag e karfez kaout c’hoaz a lagoutt !…
Ar moc’h pa ve leun o c’hof a ro peoc’h, ha te evit doare, a wasa d’id !
— Ma ! ma ! a lavaraz ar Peul, ma ne fell ket d’eoc’h rei d’eomp ken, ni ielo da glask el leac’h all !
— Kenavo itron.
Ar baotred, en eur c’hrozmolat, a ieaz er meaz euz an ti, hag a bignaz gant hent Brelevenez.
Kana reent a bouez o fenn, ha prestik e tigouechont etal eun hostaleri, war dro eun hanter leo deuz Lannuon.
An hostizez, pa glevaz ar botred o kana gallek, a zonjaz e rankent beza eur vanden lakepoted bet o karga o c’hof en eun tu benag all, hag erru d’e zi da ober freuz.
Prenna reaz an nor, ha laza reaz ar goulou. Pa oe digouezet ar botred e toull an nor, ha pa welchont e oa prennet, e komanschont da skoi warnhi a daoliou boutou, evit lakat an hostizez da zigerri d’ezho.
Houma n’oa nemet-hi hag e bugale en ti, e devoa aoun, hag a lavaraz d’ezho na zigorfe ket nag evit arc’hant nag evit aour.
Neuze ar baotred a gendalc’haz da skei gant o boutou war an nor.
An hostizez a ieaz da zistaga eur pikol ki du, hag a zaillaz kerkent war ar pevar laër-mor. Strafuillet oll, ar botred a redaz kuit araok ar c’hi.
Prestik goude, o brageier diframmet, ha roudou dent ar c’hi en o diwesker, ar botred a en em roaz da gousket en eur c’hardi deuz eun tiegez a welchont war ribl an hent braz.
Fistoulik ha Sikraouik a ieaz war eur bern plouz en eur c’horn-tro.
Deuz ar mintin pa zihunchont, Fistoulik a oa leun a gaoc’h ier e ziliad, ha Sikraouik, a oa kustum da gouskat war e gein, a oa leun e veg a gaoc’h.
Goude beza en em zigaoc’het eun tammik, ar baotred a gemeraz trum hent al lestr, teval o fennou, ha poan d’ezho en o bleo.
An deiz a oa c’hoaz o c’houlaoui, pa en em gavaz ar baotred el lestr.
Neuze ar Peul ha Fistoulik a en em lakeaz da iouc’hal a bouez penn :
— E peleac’h ema ar botred vat aman ! e peleac’h emaint ma vezint divouzellet !
— Plou ? piou a glaskez da zivouzella, te marmouz fall ?
Bimbao, pa welaz an droug a oa e Fistoulik, her stagaz ouz eun treust e strad al lestr.
Goudeze ar c’habiten a deuaz da gomz gant an tri all :
— E peleac’h oac’h c’homet da garga o korf ?
(Da heuil)