Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
11
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Goulskoude va spered a zizroaz deuz an traou-ze, ha daou zevez goude e oan pignet e lestr va c’habiten evit mont gant eur garg koat da Vourdell.

— Gwelloc’h e vije bet d’id beza klasket raktal eul laër-mor benag, beza en em glevet ganthan evit mont da laërez an Enezen-ze, eget beza pignet en eul lestr hag a dlie beza penseet war mor Bro-C’hall.

— Gwir a livirit, Mestr, mez va c’habiten a ioa eun den euz ar re wella, prometet em oa d’ezhan mont ganthan, ha gouzout a rit, ger eun den honest a dalv eur skrid.

— War gementse, deomp da zibri eun tam benag d’hor lein, ha goude e zaimp adarre da ziviz war an affer grevuz-ze, mez grik ebed deuz an dra-ze epad leina, rak n’em euz ket a c’hoant da ziskuill netra evit c’hoaz d’ar vartoloded.

Pa oe debret ar pred, Bimbao ha paotr ar bezin a deuaz adarre da ziviz etal ar stur, komz a reent goustadik, evel pa n’o dije ket a c’hoant da veza klevet gant ar vartoloded.

— Neuze e leverez d’in ez eo pinvidik-mor an Enezen-ze, hag e kav d’id ez euz moien da zont a-benn d’e laërez ha da dec’het kuit deuz eno gant an tenzoriou.

— Ia Mestr ! fizianz em euz da zont a-benn euz va zaol, ha kredi ran e vezimp oll pinvidik abenn fin ar bla-ma, ma c’hasantit mont gant o lestr da laërez an tenzoriou.

— Me, anat eo d’id, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget dont da veza pinvidik e ber-amzer.

Pemp bloaz a zo emaoun o vleina ar Goulmik du-ma, du-hont, o klask eun taol kaër benag da ober, ha kaër em euz poania, va ialc’h jom goullo, ha gwelet a ran n’eo ket war wellaat e za an traou.

Dre-ze em euz sonj da ober va oll fosubl, evit dont a-benn deuz an taol-kaër a gomzez d’in diouthan.

Fizianz em euz en da c’halloud, ha ma ne lezomp ket hor buez du-ze er broiou estren, mar teuomp c’hoaz da Vreiz gant pinvidigez hag enor, me a ouezo diskouez d’id em euz eur galon aour.

Deuz azaleg hirio, va spered a vezo noz ha deiz o sonjal ez euz en eur vro benag du-ze pell pell, eun taol fortun da ober…

Pegeit a gav d’id, a lakimp da vont euz a Vreiz d’an Enezen-ze ?

— Eur pennad mat, a zonjan, ha gwelloc’h e vezo d’eomp en em gemeret re abred eget re divezad, rak ne ouezomp ket petra espern d’eomp ar mor en Nevez-Amzer-man.

Gouzout a ran, eur wech ma vezimp digouezet en Danemarck e lakimp c’hoaz tost da eur miz evit digouezout e penn hor beach, rak pevar c’hant leo vor a c’hell beza, hervez em euz klevet ar re goz o konta.

Ac’hann d’am bro e lakimp eur miz all d’an nebeuta, rak an amzer a c’hell dont da veza fall, pe an avel kontrol d’eomp.

Rakse 'ta kabiten, mar fell d’eoc’h beza pinvidik abenn fin ar bla-man, eo poënt d’eoc’h troc’ha hent warzu va bro, ha deuz eno warzu an Enezen.

— Ar pez a leverez a zo gwir, ha setu ni e fin miz meurz, n’euz mui nemed tri miz hanter ac’hann d’ar bemzek a viz ar foënn.

Poënt eo d’eomp hasta, mez d’eomp da zibri hor c’hoan, kredi ran eo aozet gant Sikraouik va c’heginer mad.

Pa oe azezet ar baotred ouz taol, ar c’habiten a welaz buan e oa teval pennou ar martoloded, ne lavarent grik ebed, nag an eil nag egile anezho.

— Perak ez euz drouk ennoc’h ?

— Perak ne vemp-ni ket glac’haret a gav d’eoc’h, o welet eur marmouz koz egiz hennez ! ne ra ket eur vad war al lestr, n’eo mad nemet da zibri ha da eva, ha c’houi o peuz er c’hemeret evit o tad pe da viana evit eun den hag a c’heller kaout ennhan eur fizianz heb muzul.

En deiz all e lavarec’h da Fistoulik n’oa nemed eun tostenner, mez gwelet a reomp breman ez eo red d’eoc’h kaout eur Gatellik benag ouz oc’h heul.

Gwelloc’h e vije bet d’ar beziner koz-ze beza chomet du-ze da iudal war e roc’h, eget beza deut aman da lakat an dizunvaniez etre-z-omp-ni a ree kalz gwelloc’h, ha gant muioc’h a galon-vad hor labour neuze eget breman.

— Ia zur, eme Fistoulik, gwelloc’h e vije bet d’eomp beza lezet anezhan du-ze da vrennika pe da rigadella, eget beza digaset anezhan aman da zebri an tammou gwella, ha da veza enoret evel eur bourc’hiz.

— Roit peoc’h, tammou lakepoted divalo !

Piou en deuz lavaret d’eoc’h ez eo deut aman paotr ar bezin evit beza digemeret evel eun den hag a c’heller kaout ennhan ar brasa fizianz ?…

Daoust ha leac’h oc’h euz d’en em glem, pe gwir e tebrit ouz ar memez taol ganthan ?…

Ne fell ket d’in ec’h en em glemfec’h deuz an affer vraz a zo etre paotr ar bezin ha me, divezatoc’h, abenn nebeud amzer marteze, me a sklerijenno d’eoc’h o spered war gementse, mez ac’hann di, peoc’h ! rak me a bretant beza mestr da ober deuz peb hini ac’hanoc’h ar pez em bezo c’hoant.

War gementse ar baotred a gemeraz buan hent o gwele, ne jome war ar pont nemed Bidoch da sturia al lestr epad an noz.

Antronoz vintin e oa adarre ar c’habiten hag e vignon o kuzulat e penn ar stur.

Al lestr a gerze buan, poulzet gant eun avel adrenv hag an noz oa o koueza war an douar, pa zigouezaz ar Goulmik e porz Lannuon.

(Da heuil)