Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
15
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Ma ! souezet oun pa ne welan ket c’hoaz an Enezen ! Goulskoude al lestr a gerz buan, ha sur oun e reomp d’an nebeuta ugent leo bemdez…

Ar c’habiten e-unan azezet war ar pont, a en em ro da ouela dourek, hag e vartoloded asamez ganthan.

— Sur oun, omp oll kollet evit ato, sur oun na welimp mui hor bro gaër Breiz, bro ar vartoloded dispont ha direbech.

— Perag e ouelit-hu er giz-ze evel bugale a lavaraz Paotr ar bezin, ha perag e tilezit o nerz-kalon hag oc’h esperanz, breman pa z’oc’h dija tost da benn o peach ! Lavaret em euz d’eoc’h goulskoude nompaz kemer nec’h, rak me ne ket ar wech kenta d’in da veachi wardro aman ; anaout a ran ar mor-man evel ma c’hanavezit moriou ar Franz. Prest e tigouezimp da welet eur roc’h huel e-unan e kreiz er mor, ha dre e c’hichen eo e rankimp tremen.

D’ar c’homzou-ze, ar botred, dousik breman evel oaned kollet gantho o mam, a zec’haz o daëlou, hag a gemeraz nerz-kalon.

— Oh ! evelkent araok hirio ne ouien ket pegement a boan a gemer an den evit dastum madou euz a bere aliez ne vez ket a well, a lavaraz Sikraouik.

« — Va c’halon zo ankeniet braz, eme Bidoch, pa zonjan e peleac’h emaoun, tost d’ar maro, d’ar maro pell deuz va bro ha deuz va zud muia karet.

— Ah ! eme Fistoulik, an hini ne avantur netra, na koll na gonid na ra ! Vidon-me ne ran forz ebed ne rankin ket mervel diou wech.

An heol a ioa dija izel, disken a rae buan en eur daoler e vannou war ar mor, hag ar c’habiten a lavaraz da Fistoulik sevel e beg ar wern vraz, vit sellet euz ar mor en e raok.

— Gwelet a ran du hont, pell pell en dremwel, e doare eun tour huel, ha goude, na welan mui netra nemed an oabl glaz.

— Hounnez, eme paotr ar bezin, eo ar roc’h vraz a gomzen d’eoc’h diouthi bremaïk ha marteze zoken araok ma vezo noz, e welimp anezhi diwar ar pont.

— Disken, neuze, ma ne welez mui netra ! E gwirionez, n’en em gavimp ket kalz araok ar poent, rak setu ni en daouzek a viz gouere, ha n’euz ket da varc’hata, e kichen ar roc’h ze e rankimp heori fenoz. Kredi ran zoken e vezimp araok ma vezo re noz, rak gant va lunedou, e welan dija e beg sounn.

— Oh ia zur, emo Paotr ar bezin, ha varc’hoaz da noz e kredan e c’hellimp kousket e kichen reier an Ankou.

— Reier an Ankou ! eme Bidoch, ha perak eo roet an hano ze d’ezho ?

Wardro eno, ar mor a vez rust peurvuia, dreist oll dre avel biz, ha kalz martoloded, nebeud boazet da veachi en dro d’ezho, o deuz kavet ar maro.

— Oh la la ! eme Fistoulik, setu aze dimezelled avad ha n’eo ket brao tostaat outho hervez ar gont-se.

Prestik goude, ar Goulmik a jomaz a za etal ar roc’h huel, hag ar botred, goude beza debret o c’hoan, a ieaz d’o gwele.

Antronoz, Fistoulik a ioa abred o c’hwitellat war ar pont, o sellet deuz an amzer : seder oa e benn, rak bet e oa oc’h ober al lez da voutaill ar c’habiten. Goulskoude ar botred all a zavaz ive, ha ken buan a lavaret ar Goulmik a ioa lakeat adarre da faouti mor. An amzer a ioa kaër, mez an avel sioulik. Velkent a nebeudou al lestr a dostee ouz reier an Ankou. Dre ma tostee outho al lestr, ar mor a vransigelle gwasoc’h waz, hag ar pez a lavaraz paotr ar bezin a ioa re wir.

Goulskoude, eme Fistoulik, n’euz forz pegen drouk int, ni a gousko em-berr en o c’hichen, hag emichans pa zaimp dre gaër d’ezho, ne raint ket kalz a van.

Wardro eiz heur deuz an noz, ar Goulmik a ioa stag e-kichen reier an ankou, en eul leac’h gwasket…

Debromp breman hor c’hoan, potred, ha dustu goude da gousket. Hirio e roin d’eoc’h da goania bep a voutaillad gwin euz ar gwella, rak ezom o pezo da gaout nerz evit stourm ouz an dimezelled a zo du-hont er maneriou, ha n’euz ket kalz a farserez gantho.

Eur banne kafe hag eun dakennik gwin-ardant ebarz, na rafe ket a zrouk d’eomp ive, mestr.

— Allo liper ! roet e vezo d’id, rak eur paotrik sentuz oud deut da veza adarre, ha red eo d’in rei d’id da c’houlonnou, pe na gavfen penn vad ebed d’id na deiz na noz.

Pa oe debret koan, ar botred a deuaz war ar pont da gemer an ear-noz, diviz a reent deuz an dra-man, deuz an dra-hont, ha breman eo leun o spered a esperans da zigouezout prestik gant an aour. Goude beza rostet bep a gornad butun, peb hini a en em dennaz d’e wele, leun a fizians da zigouezout en nozvez warlerc’h adreg ar reier hanvet ar reier marellet.

D’ar meurz, pevarzek a viz Gouere, ar Goulmik, poulzet gant eun avel vat, a rede warzu ar reier ze, ha vardro teir heur deuz an abardaëz e oe heoret en o c’hichen. Neuze ar c’habiten a zav war beg ar wern vraz, Fistoulik a ia trum war e lerc’h, hag o daou e welchont prenestrou ar maneriou o lintra ouz sked an heol. Ar vartoloded all a zavaz ive war ar wern vihan, hag oll e welchont ar maneriou.

Allo potred ! eme Bimbao, varc’hoaz eman an devez braz, ha varc’hoaz etre dek heur deuz ar mintin ha pemp heur goude kreisdeiz, e rankimp c’hoari eun dro d’ar merc’hed koant a zo du-hont o tiouall ar maneriou. Aze ne vezo ket da varc’hata, an treac’h pe ar c’holl a gavimp deuz ma raimp, hag e kredan ez eo gwelloc’h ganeoc’h beza kiger eget beza leue. »

(Da heuil)