Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

muioc’h eged ho puez, ar iez-se am euz bet desket gwechall e skolach Sant-Charlez Sant-Briek. Mez lavaret a rankit n’eo ket great evid hon amzer-ni. Me n’on ket em eaz aman, ha ma karche itron va moëreb beza mad evidon, ec’h assantfe beza perc’henez d’ar maner-man. He c’houarn a raffe ker mad ! Gwir ! servich a rentfe en eur rei d’in ar pewar mil lur leve a c’hon karget da rei dezhi, hag o telc’her ar peur-rest. Eun dra benag a lavar d’in e rankit chom aman ! Evidon, me a gwitaio lawen ha buhan, evel m’on digouezet !

MONA

Ar pez a ginniget d’in aze, n’eo ket mad, aotrou kont. Tenna a rit diganen ar joa am oa bremaïk, oc’h ober d’in kaout ar boan d’ho refuz.

ALAN

Dinac’h a rit ?

MONA (seac’h)

Dinac’h a ran !