Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/37

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


MONA (o troï e fenn)

Re droet emaoun evid ho mad hoc’h-hunan, hag evid ho kas war araog !

ALAN (lawen)

Va c’has war araog ? Sethu aze eur gomz hag a ro d’in nerz kalon hag ez amp da weled ma vezin bremaik war gresk.

MONA

Komzit aotrou !

ALAN (o poursu)

Mad, itron ! Me a anzavo ouzoc’h e kavan eun dra dreist-ordinal beza perc’hen… N’on ket bet boazet euz kement-se !

MONA (o vousc’hoarzin)

Eur voazamant eo hag a zo eaz da gemeret !

ALAN.

Nan, paz kement ha ma zonjit ! Nan, war va enor. N’em gavan ket em flas er vro-man, eleac’h ma komz ouzin eur mevel, evel eun denjentil. C’hui hoc’h­-unan, itron, hoc’h euz an ear da garet