Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —
ALAN
Mez perag ? Livirit pe seurt abek, me ho ped ?
MONA
Perag aotrou ? Abalamour oc’h mestr war gement tra zo aman, abalamour oc’h ar gwir herr, hag an abek a zo dreist ar re-all c’hoaz, abalamour oc’h eun denjentil euz Breiz. El leac’h mond en eul leac’h-all, ’vel eun divroet, e tleït reï d’ar re zo izeloc’h evidoc’h ar skouer sakr euz ar garantez evid ar vro m’oc’h ganet enhi, evid ar brezonek, evid giziou hon tadou koz. Erfin abalamour hérez Landelo na dle ket chom hep eur penn, hag ez eo dever eun denjentil hirio pa ren ar Bobl, beza eur rener ma n’eo mui eur mestr ! Ouspen-ze, na boursuit mui, aotrou, ober a raffec’h poan d’in, great am euz va zonj !
ALAN (buan)
Neuze fell d’eoc’h kuitaat ! Ne andurin ket kement-se !
MONA
Aotrou kont !