Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
ALAN
Koant ! Deuet eo aman !
LOM
Mez, n’euz plac’h iaouank ebed aman. Gortozit ! Gortozit ! (eur neubeudik goude) Gortozit ’ta ! Daoust hag ar varkizez eo ?
ALAN
Merc’h an hini koz ?
LOM
Pe seurt hini koz ?
ALAN
Malloz ma butun ! Markisez koz Landelo !
LOM
Mez n’euz aman markisez koz ebed !
ALAN
Penaoz ?
LOM
Hi oa ar varkisez he-unan.
ALAN
Ha bast !