Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
ALAN (en eur ober memez tra)
Madame ! (Mona a ia kuit dre an traon).
————
Kevren V
_
ALAN, LOM
ALAN
Petradinme ! daoust hag eur spez koant benag en em ziskuez er c’hoz-ti-man ? Va c’haso an diaoul ganthan ! Bez e tlien beza hi dalc’het mad ! Eat eo aze ! Mar gelchen gwelet… (Tostaat a ra ouz an nor).
LOM (oc’h en em stoka outan)
Va digarezit, aotrou iaouank ! Kaset am euz ar paôtr-saout da di an Noter Lagadek hag am euz lavaret d’ezan distrei war dro ar c’hreizteiz. Evelkent, aotrou Landelo, n’eo ket mad gwerza ar maner evel-se !
ALAN
Bôn ! Bôn ! Mez lavar d’in, piou eo ar plac’h iaouank-ze am’euz gwelet aze bremaïk ?
LOM
Eur plac’h iaouank ?