Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


LOM

Intanvez an aotrou markiz !

ALAN

Va moereb koz ? (droug ennan) Ha ! mez, lavar ’ta Lom goz…

LOM

Mez pa lavaran d’eoc’h eo hi ho moereb koz !

ALAN

Va moëreb koz ? Va iontr en deuz roet d’in eur voëreb euz an oad-ze ? Mez ne ouzout ket am euz hi c’havet koant braz ?

LOM

Koant ? Ah ! me gred, sur ! ha mad ha karantezuz… da lavaret eo n’euz ket e Kerne, nag e Leon, a-leiz, eun all hag e ve par dezhi !

ALAN

Gwelet a reer e karez anezhi kalz.

LOM

Hag hi c’haran… Eur gwir bennoz aberz an aotrou Doue, eo an itron-ze. Digemeret he deuz merc’h ma nizez