Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
da Zoue ! evid komz evel ma rez da-unan !) Mervel a ran gant an naon ! Hag eun tam benag a zo, da vihana, evit lakaat etre va dent ?
LOM
Eun dra benag da zibri ? Evid an dra-ze ne vank ket ! Beza deuz hor bioc’h, lez… Beza deuz aman…
ALAN (oc’h ober goap)
Beza deuz ho pioc’h bara, n’eo ket ta, va bonomik ! (en eur vond ouz taol hag oc’h azeza). Deomp ! e Breiz-Izel evel en Breiz-Izel !
LOM
Dioc’htu aotrou ! (mond a ra er stalaff hag e tigas war an daol, eur pladad amann, eur podad leaz hag eun dorz vara).
ALAN
Ro d’in eur gountel !
LOM
An aotrou n’en deuz kountel bed
ALAN
M’euz ket vat !
LOM
Ma bresto va hini d’an aotrou (digerri a ra e gountel ; hi zec’h a ra war e vreac’h hag e kinnig anezi d’ar c’hont).