Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
LOM
Ia ! komz a ran rezon ! Hadkousket a raffe, rag ne ra nemed kousket. Sethu penaoz eman !
ALAN
Ha te ?
LOM
Oh me ! ne gouskan mui abaoue m’eo maro ar Markiz ! Doue d’e bardono ! kalz e garen ! Bez e oamp evel pa lavarchet daou vignon. « Va Lom kez a lavare d’in, evelse… pa
ALAN
(e galon tenereat hag o viret outan da lavaret muioc’h) Pe seurt hano teuz ?
LOM
Lom, pe kentoc’h Gwillom Lazbleiz, deuz Kervoualc’h, e Lanrien. Oajet oun a bewar ugent vloaz. Paket am euz Abd-el-Kader e kompagnunez mab Loeiz-Fulup, ha bet oun e Kamp-Konli er bloavez 1870, gant an aotrou markiz. Kement-tra-man a bouez evid eun dra benag !
ALAN
Gwelet a ran ez out eur gwaz mad euz ar re gosa. Neuze ’ta va Lom kez, evit komz evel va iontr maro (ra vezo e ene