Pajenn:An Oaled N35.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

E gwirionez, eul louzaouenn eo eus ar re wella evid ar Paz, pa vez bervet an deliou anezi el laez, pe gwelloc’h er mel-gwenan. An deliou anezi, drailliet munudik, ha poazet gant viou, a zo eur boued krenv evid ar vugale o deus olosennou, boulou sempladurez en o gouzoug ; pe dindan o elgez, o chig pe o gronch.

Mat kenan eo an deliou anezi evid ar berr-alan, evid an dokenn, an darwed, rak netant a ra ar gwad. Eur palastr tomm graet gant deliou frigaset ar blantenn-man a deuz buan an olosennou hag an holl goriou a sempladurez a dag ar vugale hag ivez an dud en oad.

————
7. — ANIGEZ, REDEREZ, IZER, NIZAR,
LISENN C’HLAZ.
Lierre terrestre, rondote.

Setu aman eul louzaouennig hag a rafe burzudou, ma ve implijet mat. E Lanarvily, er bloavez 1904, edon o tastum Nizar, hag eur baotrezez a lavaras d’in : « hounnez eo al louzaouenn a bareas va zad, klanv gand ar Brochite comique, ha kondaonet gant medisined Lesneven. » — Ya, emeve, n’oun ket souezet, rak n’eus ket par d’ezi da zistaga ar paz, ar glaour teo a zo o poanta ar c’hlanvour hag oc’h e stanka. Evomp eta aliés dour bet bervet war al louzaouenn-man, dousaet gant mel gwelloc’h eget gant sukr. Bervet el laez, evet diouz an noz a-raok mont d’ar gwele, e viro ouzomp da dapout meur a glenved, evel ar berr-alan, ar paz, ar pistigou hag all. Bervit eun dournad deliou nizar en eul lur lard moc’h, hag ho pezo eul louzou dispar evid ar poaz-tan an taoliou heol, ar gouliou ar re euzusa.

Ma ne zizourit ket a-walc’h dre ho fri, en em lakit a us d’an aezenn a zav diwar ar Rederez o vervi en dour bero. An dud a ’n emgav poaniet o treaza, ar re a daol grouan bihan, mein bihan dre o zroaz, a rank poania da eva dour bervet war al louzaouenn-man, hag an aliesa a vezo ar gwella d’ezo ober.

————
8. — AOUREDAL
Senecon vulgaire.

Deliou kol malo, deliou aouredal, eur vozad eus a bep hini, bervet en amann hag el lard-moc’h, 250 gr. eus a bep hini, gwasket mat goude beza bet eun hanter eur o poazat war dan bihan, a ra burzudou war stomogou koenvet ar mammou. Ar palastr a vo renevezet diou wech bemdez. An dud o deus poan o troaza, a lakaio e touez eun tamm lien, eur palastr graet gand eur vozad deliou aourédal hag eur vozad tormoger (pariétaire) ha nao ivin kignenn frigaset holl, ha bervet e pad eun eur en eul litrad gwin-ruz. Lakat ar palastr war traon ar c’hof, tosta ma vezo gallet d’ar soroc’hell. Ar merc’hed poaniet, a wellaio oc’h eva dour bervet war aouredal, eur vozad evid eul litrad dour. Eva bendez 1/2 litrad.