Pajenn:An Oaled N35.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


3. — AICH. TALBOD.
Ache des marais.

En douarou ato gleb eo e kaver al louzaouenn-man. Eus gouenn ar panez eo hi, he had henvel ouz an had panez. Trouc’hit he gwriziou a dammou bihan, bervit eul litrad dour war eur vozad vat a c’hwriziou e-pad eun hanter-eur, hag ho pezo graet eul louzou mat da enebi ouz ar c’hoenv a zeu en avu, pe er felc’h, pe er skevent. An dud a deu da goenvi (hydropisie, albumine), a ve mat d’ezo en emgemer trumm da eva dour diwarni.

An dud stanket, ato o poursal, o teuc’hal, berr-alan d’ezo, a dleo bervi deliou aich el laez, eva alïes, hag ato tomm al laez, mont d’ho gwele da c’houezi a-zoare.

Ar merc’hed a zo koenvet o stomogou, a vervo eur vozad deliou aich bruzunet, en eul lur lard moc’h (saindoux), a raio eur palastr da lakat war o stomog koenvet…

Ma ne gavfed ket eus an aich, e rafed al louzou gant parchil, e galleg Persil, henvel eo.

An merc’hed a ve o tont en eun oad fall, 14 pe 15 vloaz d’ezo, ha ne vent ket war o zu, a rafe vad d’ezo eva bemdez war yun eur werennad dour bervet war deliou Aich, pe diwar barchil, vad a rafe d’o gwad. Anavezet eus eun den koz hag a lakæ e chatal da droaza buan, gand eur vozad deliou aich, bervet en eur skudellad laez. Rei da eva en tomm ato.


————


4. — ALAN
Tussilago. Pétasites

N’eus ket kalz eus ar blantenn-ze e Breiz, eur geniterv he deus avat, he ano Orfil, pe Andeledenn hag a vo mat ober anaoudegez ganti hebdale, dre ma ra burzudou.


————


5. — ANALOUEDENN
Radis

Ma n’eo ket eur boued krenv, da vihana, an Analouedenn, gwalc’het mat, ha debret gand eun tamm bara hag amann, a gennerz kalon an den, a laka d’ezan en e c’hwad eleiz a raz da ober eskern kalet ha dent mat. Debri a dlefemp holl deliou analouedenn gand eur meudad holen hag eul loaiad eol debri, evit mirout ouz hon dent da vreina.

————
6. — ANDELEDAN. — ORFIL.
Tussilage officinal.

Deliou ledan kenan he deus ar blantenn-man, ha dre-ze ez eo anvet gand ar re goz del ledan. Evel krampouez int. He ano gallek a den eus al latin TUSSIS, paz hag AGO, kas kuit