Pajenn:An Oaled N35.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


9. — AOZIL. OZIL. — OSIER JAUNE

A-raok ma oa anavezet ar C’hinkina, ar sulfate de quinine, e veze alïes roet d’an dud taget gant an terziennou, dour bervet war aozil-melen, ha gwelloc’h war haleg gwenn. Ar c’hroc’hen eo a veze ato roet da vervi dour warnan, ha peurliesa e paree an dud keiz. Da ober boutegou, kevel evit tapout pesked eo e vez breman ar muia implijet an aozil melen. Ludu aozil a zo mat kenan evit lakat ar boued da zisken, eul loiad en eur banne dour bet bervet. Tamouezat fin al ludu-ze, hag eva gouestad goude pred.

————
10. — ARWAZ. TENEZI. — TANAISIE

C’houez c’houero a zo gand ar blantenn gaer-man, melen he bleun, evel nozelennou, pe boutounou aour.

Da goz ha da yaouank, n’eus ket kalz a louzeier gwelloc’h egeti evid ar prenved. Lakit tregont bleuenn en eul litrad gwin da vervi, ne vern pe seurd gwin, eva c’heller eur werennadig war yun. Eur palastr deliou arwad frigaset ha laket war ar c’hof pe tost d’ar genou, gand eur penn kignen bruzunet, a gas ar prenved d’an traon, ha ne vez ket pell. Diou brenvedenn ha tregont a daolas eur paotr pevar bloaz gand eur palastr arwad, rak, n’helled ket rei d’ezan da eva, ken toc’hor oa, ha pare klok oa ar bugel eun eur goude.

An dud o deus poan gand o boued, a evo dour diwarni, an dud sempl a raio ivez, eur vozad bleun sec’het mat ha bet e gleac’h, e tremp, e-doug eun hanter-eur en dour bero. An dud zo tano o c’horf, drouk-livet, ar re nervennus, a gemero bemdez eun hanter litrad.

Mar hoc’h eus gwall c’houliou, flastrit deliou tenezi, eur vozad pe ziou, bervit-o en eul litrad dour sal kenan, palastrit ho kouliou, ha buan e pareot hep chom kleizennet.

Ne chom morse ar c’houenn el lec’h ma’z eus c’houez al louzaouenn-man. Ali d’ar re o deus chas buget a c’houenn, ha d’an dud ne gouskont ket ganto.

Gwelloc’h eo c’hoaz ar petrol taolet war dammou truilhou, ha lakaet er gwele e-doug an deiz.

————
11. — ASKOL BRIZ. ASKOLENN VRIZ
Chardon Marie

Anavezet mat eo an Askolenn vriz, ha kalz a dud he deus pareet diouz koenv ar skevent, koenv ha tanidigez ar groc’henenn a c’holo ar skevent. (Pleuresie) Pa ho pezo tapet eur c’horfad riou, bervit dour war askol briz, it d’ho kwele da c’houezi, rak c’houezi mat a reot diwar an dour-ze, ha troaza a reot ivez, ha setu n’ho pezo drouk-skevent ebet, na terzienn. An dud o deus heug ouz ar boued, n’o deus tamm naon ebet, a evo dour diwar al louzaouenn-man, hag e teuio naon d’ezo. Ar re a vreugeus, techet da gaout avel, pell ar boued o tiskenn d’an traon, a wellaio diwar an dour-ze, sukret gant mel.