Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/68

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —


Pa deu ar gwennou daoulagad da veza ruz-kaer, ez eo mad goada al loen en he c’houzouk, ha goude roï d’ezhan da eva un neubeud takennou laudanum, pe tregont gramm a ether (ann traou-se holl a ve kavet en ti ann apotikerienn) bars ann evaj a behini a zo bet komzet huelloc’h. Ann ether a zo mad dreist holl pa weler kof ann aneval ho c'houeza, pe o tont da veza kaled. Un dra hag a zo mad c’hoaz da roï neuze ez eo un tamm kaoc’h ann diaoul, en Gallek, Assa fætida, a gaver ive en ti ann apotikerienn.

A-weziou ann drouk-kof a zeu dre ma ve stanket (arrêté) er boed er bouzellou gant pellenou (des pelottes) kaoc’h re-galed. Ar boan na ve ket ken braz, hag abalamour da se, ar c’hlenved a zo hanvet neuze poan-gof bouzar (coliques sourdes). Neuze a weler al loen klanv o tripal hag o esea staota pe gac’had, hep gallout ober. Gourvez a ra ive, met goustadig, hag em astenn war e gostou met hep em ruilla. Sevel a ra en he zav, hep dale, seder braz, hag evel pa vefe iac’h ; met prestig goude e c’hourvez arre, hag e talc’h evel-se da c’hourvez ha da sevel en he zav, ken hen defe kac’het ur bern braz.

Pa weler kement-se, ar pez a zo da ober eo roï d’al loen louzou da skarza he vouzellou (purger) ; hogen techet braz eo da vervel, goude ur bar (un accès) gwasoc’h.

Ur merk (un symptôme) gwall-fall c’hoaz eo gwelet al loen klanv o em lakaad war he gein, he bevar houarn en er. Ur chanz braz eo neuze hen digas da vad, na eûz fors petra a vezo grêt. Koulzgoude na dleer ket kaout aoun da as-goada (saigner de nouveau) diou, ter gwez, ha aliesoc’h zoken. Na eûz netra ken da ober, ha c’hoaz ez eo dibaot braz (très rare) pa deu ann tol da vad.

Pa deu ar c’hof da veza gwall-c’houezet ha kaled kaer, ar gwella eo neuze flanchi (ponctionner) ar c’hoste deo, en he greiz, gant ur minaoued hanvet en Gallek trocart, pehini a leusk ann avel (gaz, en Gallek), da dont er-meaz. Goude beza grêt kement-se, a roer d’ann aneval ann evaj grêt gant louzou krenv (potion aromatique) a behini a zo bet komzet huelloc’h, hag ive ul lavamant en pehini ec’h haller lakaad saon, butun, ha zoken un neubeud takennou eol tourmantinn (essence de térébenthine).

Bez a zo c’hoaz ann drouk-kof dour ien, hag ar re-se eo ar gwasa marteze : gant-se eta na eûz netra falloc’h eget lezel ar chatal da eva re a zour ien. Da diveza, a zo c‘hoaz drouk-kof ann diou-groazel (des reins), hanvet en Gallek coliques néphrétiques, pehini e zeu pa na c’hell ket al loened staota : evit ann drouk-kof-se ez eo rèd klask d’oc’htu al louzouer (le vétérinaire).

Evit kas da benn (pour terminer) a lavarinn ann daou abek (les deux causes) pere, peurvuia, a ro drouk-kof d’ar chatal.