Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/67

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —


DROUK-KOF AR C’HEZEK


————


Bez’ a zo klenvejou, bariou, hag a sko ar chatal ken gwall (si dangereusement), hag a gresk ken buhan ken na ve ket, alies, a amzer da vont da glask al louzouer loened (le vétérinaire). Drouk-kof ar c’hezek, ken stank war-ar-meaz, a zo unan euz ar gwall-glenvejou-se.

Mad eo eta d’ann holl gouzoud petra a dleer ober da genta en dro d’ar c‘hezek a ve skoët gant ann drouk-kof, evit ho iac’haad d’oc’htu, pe da vihana, evit gortoz al louzouer.

Doareou (les symptômes) ann drouk-kof a zo anaveet a-walc’h gant ann holl, ha n’am eûz ket ezomm da lavaret kalz komzou diwarbenn-se aman. Koulzgoude ann doareou a vez alies dishenvel (différents) hervez lec’h ar c’hlenved hag ar penn-abek (la cause).

Ann drouk-kof a deu alies eus re-govad (indigestion, en Gallek), hag ar c’hlenved a ve neuze, gwez (tantôt) er poull-galon (l’estomac) gwez er bouzellou. Pa vez er bouzellou, al loen a c’hourvez alies, a em astenn war he gostou, a finv hag em difret (s’agite). Neuze a em sav en he zav, buhan, — hag a c’hourvez arre, hag a sav arre en he zav, ha mar na deuer d’hen tenna a boan, a varv hep-dale.

Pa weler kement-se, ez eo mad reï d’al loen gwinn, pe bier, pe sistr, bervet war louzou hag a ve c’houez krenv gant-he (en Gallek, infusion aromatique), evel the, bleun-skao, pe ul louzouenn all hanvet tro-n-heol (en Gallek, camomille), pehini a gaver stank el liorzou hag er parkou.

Lakêt a ve war ann tan war dro un hanter litr a zour, ha kement all a winn, pe a vier, e a sistr, ha pa verv, a ve tolet ebars un dornad louzou, — the, bleun-skao, pe tro-n-heol, hag a ve roet neuze, en klouar, da eva d’al loen. Goude-se, e frotter stard kof ha kostou al loen, gant un torchad plouz, ha e c’holoer anezhan gant un tapiz, pe ur valinn, hag a reer d'ezhan bale, goustadig. Mar galler kaout eol tourmantin (essence de térébenthine) da frotta, na ve nemet welloc’h a-se. Pa frotter ann aneval gent eol tourmantinn, a weler anezhan, a-benn pemp munut, pe war-dro, o krena, roï toliou treid d’he gof, ha zoken esea kregi en-han gant he dent. Neuze e dleer ober d’ezhan bale buhan, met d’he gammed (au pas) koulzgoude, ken a ve paouezet da grena ha da skei.

5