Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

dre bere a kouez ann had ker bihan ha penn ur spilhen. Gallet a ve c’hoaz ho hada war irvi bihan, gant ann dorn, evel a zo bet lavaret huelloc’h evit ar c’harottes. Darn a ra magerezed rutabaga en miz Ebrel, evit kaout da blanta en miz Even. Ar c’hiz-se a zo mad ive, hag ec’h haller kaout plant er magerezed-se evit lakaad el-lec’h ma ’z eo êt-kuit ar re a oa bet hadet da chom. Ar rutabaga a zo mad d’ar saout ha d’ar c’hezek ; na reont van a-bed euz ar skorn, hag ec’h hallont chom epad ar goanv en douar !

Ann irvinou all, anavezet a bell zo er vro, a vez hadet en miz Even hag en miz Gouere ; talvouduz ez int da lakaad en tachennou lec’h na ve ket deut da vad ar brouskoun all hadet en miz Meurs hag en miz Ebrel. Oc’h hada irvinn lec‘h ma ’z eo êt da fall ar betterabes, pe ann traou all hadet evit boeta al loened er goanv, na chomfont ket hep tamm, hag ar bern teil na vihanaïo ket. Ar gwella seurt irvinn eo ar re deut euz a Vro-Saoz, hag ispisial ur seurt lavaret irvinn Norfolk. Ar re-se n’ho d-eûz nemet ur vrouienn hep-ken, hag a espern muioc’h ann douar eget ann irvinn pere ho d-eûz kalz a vroiou.

Ar c’haol Leon, pe kaol Lannilis, a deufe mad ive en douar Kerne, ma vije ar C’hernevod troët war ar boed loened evel al Leonard. Peurvuia e lakaer ar c’haol en kreiz ann irvi panes, ha se a zo ur c’hiz fall, rag ar panes na vent ket kerkoulz pa vent indan ar c’haol. Perag na lakafeac’h ket ar c’haol ho-unan ? Bez a zo ive ur seurt kaol, nevez er vro ha hanvet en gallek kaol Poitou, kaol Vendée. Hada a reer anezho er vageres en miz Ebrel, evit kaout da blanta en miz Even. Glaz ez int en ho liou, ha na reont ket kalz a van euz ar skorn. Kerkent ha miz Here ez eûz da gutuil out-ho ; padout a reont, keit hag ar goanv, ha divezatoc’h zoken evit na ra kaol Leon.

Evit ann holl brouskoun, betterabes, panes, karottes, rutabaga, irvinn, kaol, ann douar a renk beza aret ato a-raok ar goanv, ha dre amzer gaer. Er giz-se ho pezo douar brein, neat ha kalz druoc‘h. Peurvuia na ve aret ann douar, evit ar brouskoun-ma, nemet er c’houlz, er mare da hada ; neuze a vez leun a louzou, hag an traou hadet ebars na vent morse mad a-walc’h.

En douar krenv, d’ann eil labour, ma ve kaledet ar bom gant ar sec’hour, ann oged hag ar ruilleres a renk mont diou pe der gwez war ann dachenn, evit ho roezad er vad. Pa zer d‘ezhan abred awalc’h, a-raok ma ve disec’het re, ez eo eaz da froeza, hag un tol ogen, hep-ken, a zo a-walc’h. N’euz ket ezomm da lavaret, mechanz, penoz un tol a zo a-walc’h en douarou skanv. D’al labourer eo da c’houzoud pa eo deuet he zouar mad a-walc’h, ha pa vez ezomm da dremen ann oged meur a wez, pe ur wez hep-ken.