Da genta : — Debri re a vrenn, pehini a gark, hep ober vad a-bed, ar poull-galon (l’estomac), dreist-holl pa ve grêt d’al loen labourad d‘oc’htu goude debri.
D’ann eil : — Ar melchon glaz, en nevez-amzer hag en hanv ; nann abalamour ma ve glebiet gant ar gliz-noz, evel ma kreder peurvuia, met a-eneb (au contraire) ar melchon tommet ha re-heoliet eo ann hini a ro ar c‘hlenved-se. Na roët ket eta d’ho kezek melchon tommet pe re-heoliet (échauffé an soleil).
En-bêr (en résumé), drouk-kof ar c’hezek a ve louzouet (médicamenté) peurvuia :
Da genta : — Gant dour bervet war louzou krenv (infusion aromatique), evel the, tro-n-heol , bleun-skao, en pehini a ve lakêt gwinn, bier, pe sistr, evel am eûz lavaret.
D’ann eil : — O frotta kostou ha kof al loen klanv gant un torchad plouz trempet en eol tourmantinn, hag oc’h ober d’ezhan bale d’he gammed, ha goloët gant un tapiz pe ur valinn.
D’ann drived : — Goada al loen en he c’houzouk, pa ve ruz gwennou he daoulagad, bèr he alan, ha pa gren he izili.
D’ar bevare: — Lakaad laudanum, ether, pe kaoc’h ann diaoul, en evaj am eûz lavaret da genta, pa vez ar c’hof c’houezet ha kaled ; ha da diveza, toulla ar c’hoste deo.
D’ar bempved, ha diveza : Lavamantjou dour klouar, gant saon, butun, pe un neubeud takennou eol tourmantinn ebars.
Setu aze ar pez a dle ober anezhan he-unan ur labourer douar hag hen eûz skiant, da c’hortoz al louzouer da dont, ha zoken a-raok gervel anezhan.
Bez’ a zo tud hag a sonj gant-ho penoz, pa ve kontant ann danvez priejou, euz ann daou du, n’ho d-eûz netra da ober ken nemet mont d’ann ti-kêr (à la mairie) evit beza dimezet eno d’hoc’htu. Dont a reont eta alies hep ar paperou a zo red da gaout