Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/61

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

gant dour feunteun. Gwaskit ha mêrit ann amann er skudel-se, evit tenna ann dour anezhan piz. Goude-se, n’oc’h ken da ober nemet hen astum en un tamm, evit kas d’ar marc’had.

Evit kaout kalz a amann, hag hini mad, rèd eo ive kaout bioc’hed, pe saout, ouz ur wenn (race) vad, gren (bien portantes) ha krenv, hag o boeta mad. Ar boed mesket eo ar gwella : er goanv, foenn, plouz-kerc’h, ha panes pe betterabes : en hanv, ar peuri a zo dreist holl ; koulzgoude, mar n‘oc’h eûz ket peuri a-walc’h da voeta anezhe er-meaz, roët d’ezhe, er c’hraou, irvinn glaz mesket gant kerc’h, pe segal-brazed. Pa ve deut ar melchon, kemeskit ieot etouez. Ar melchon dre-han he-unan na eo ket karet kaer gant al loened-korn ; Skuiza a reont buan gant-han ; mesket gant ieot all, hen debront gwelloc’h, hag e roont muioc’h a leaz.

Arabad eo skuiza ar saout, o kas anezhe re-bell da beuri ; dour mad ha sklêr a renkont da gaout da eva. Er goanv, pa ve kriz ann amzer, arabad eo ho leuskel pell-amzer er-meaz, ha mar be re-fall ann amzer, ispisial glao ien ha fonuz, gwelloc’h eo derc’hel anezhe en ho c’hraou. Oc’h ober en doare-se, ho pezo ar muia a leaz hag ar muia a amann hec’h heller kaout.


————



BOED CHATAL EVIT AR GOANV


————


I.


Betterabes.


Peurvuia na lakaer ket a voed a-walc’h d’euz al loened ha dlefec’h da gaout, ha d’euz ann ed a vez en un tieges. Ann teil a vez neubeud anezhan ive. ann douarou a vez treut hag ann eostou difounnuz. En Leon ez eûz panes, kaol hag irvinou ; en Treger ive ; en Kerne ne eûz koulz ê lavaret, nemet foenn plouz hag ar peuri a sav er goaremmou hag er parkeier losket da lana, pe indann goz (en jachère). Eno ive na reer nemet neubeud a deil, ha c’hoaz teil sec’h, pehini na ro ket kalz a druoni d’ann douar.

El lec’h derc’hel an teil er porz bete kalan-goanv, a vefe gwelloc’h hen kas er park en miz Meurs, vit kaout war-n-han betterabes ; koulz a vefe goude evel kent, ha gant ar betterabes roet epad ar goanv d’al loened, ho pefe ur bern braz a deil, hag hini mad. Na eûz netra falloc’h eget lakaad diou wez d’oc’htu ed warlerc’h ed evel m’oc’h boazet (habitués) da ober. Er giz-se a kresket al louzou fall