Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/60

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


DOARE OBER ANN AMANN MAD


————



Gwerza a reer breman ann amann da vont e-meaz ar vro, ha beteg er broiou pella. Talvezoud a ra kals muioc’h a-baoue ma zo kement a glask war-n-han : ha koulzgoude talvezoud a rafe muioc’h c’hoaz, mar oufemp hen ober gant muioc’h a ewez hag a skiant. Na ouzomp ket, en Breiz-Izel, kemprenn ha disvlevi ann amann evel ma reer el lec’h-all, ispisial en Normandi hag en enezenn Irland, pehini a zo kichenn hag indann Bro-Saoz. Amann ann Irland, hep beza dre natur gwelloc’h eget hini Breiz-Izel, a zo gwelloc’h brudet, abalamour d’ann doare ho d-eûz tud er vro-se d’hen ober, d’hen kemprenn ha d’hen dileaza : talvezoud a ra ive, dre se, dek ha pemzek gwennek dre livr war hon hini. En Breiz-Izel, ann amann a deu da veza krenv, hag a kemer c’houez-fall en bêr-amzer. Na veskomp ket ar ribot alies a-walch, implijout a reomp dien pe tro koz, ha goude ma ve deut an amann, na ve, koulz ê laret, dileazet tamm ; al leaz chomet en-han a lake anezhan, buhan, da gemer c’houez krenv ha blaz fall.

Ann dien na ro amann mad nemet pa ve dalc’het neubeud er pod. En hanv, ha pa ve tomder braz, e tlefac’h meska ar ribot bep eil devez, rag ann dien na hell ket em virout hirroc’h, hep trenka. Er goanv zoken ez eo a-walc’h hen derc’hel tri de bars ober ann amann. Mar ve re-ien ann dien, e viot pelloc’h o veska, ha pa ve pell-amzer o tont, na ve ket kouls ann amann. Evit kaout un domder a zoare, e renket, en amzer ar ienien , gwelc’hi ar ribot gant dour tomm hag hen souba (tremper) en ur varaz lec’h a vezo ivez dour klouar ; en hanv, en eneb, a renket gwelc’hi ar ribot hag hen souba. en dour ien. Ar ribot a renk c’hoaz bea dalc’het neat ha kempenn, ispisial pa ve en koad, hag ez int holl peurvuia.

Arabad eo meska re-vuhan, na re-goustadig : pa reer re-vuhan, ann aman a goll he vlaz hag he c’houez-vad ; a reer re-goustadig, e ve pelloc’h o tont, ha na ve ket koulz gret. Ur wez deut ann amnann, tennet al leaz euz ar ribot, tolit dour ien ebars , ha meskit c’hoaz un neubeud bennag, ha chenchit dour diou pe der gwez. Er giz-se, an amann a vezo dileazet mad. Dastumit anezhan hag hen lakit en un hanaf pe ur skudel goat, pehini a vezo neteat ha glebiet a-raok,